Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/47

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

diabarz n’oa ken nemed ar wreg hag an daou vugel o lenva. Graet gantan e dorfed, ez oa aet en e raog roue ar Sitoned. A-benn nao miz goude, e tegouezas adarre an den gand ar plac’h yaouank dindan ar favenn, er c’hoad dervennek.

« N’eo ket gaou a lavare an evned, o veleta [1], eme an den. Evid ar buge! estren o tont er bed, hennez a vo lazet ganen.

— Mar lezez e vuhez gantan, eme ar plac’h yaouank, e kouezo war an douar-man eun daer a walenn. Kanvou a vezo hag eur c’hemmadur bennak e dremm ar bed.

— E laza a rin, veleta », eme an den.

Hogen, deuet en-dro d’e logell, pa welas ar bugel edo e wreg o paouez genel, ken du ha ken euzik e kavas anezan ma na voe ket evit steki outan nag e zourn, nag e droad, na hini ebet eus e armou. Kregi a reas, eta, e lost ar gloued m’edo astennet warni hag her stleja er-maez war ribl al lenn. Nemet, p’edo o kerc’hat eur maen da flastra d’ezan e benn, e luskas an euzadenn da dorc’houenial ha d’en em arat ; mont el lenn a reas ha steuzia d’ar sellou. Deut el lenn, e lonkas an holl besked a oa enni. Brasaat a reas kement ha ker buan ma kavas enk e-barz al lenn ha hi neuze ha krignat ar chaoser a oa bet savet gand an avanked diouz penn ar c’hreisteiz d’al lenn. Eun toull a reas ennan, hag an dour, abarz ma voe pell, dre ledanaat an toull-ze, a zizac’has ar chaoser en e bez. En em daolet er gompezenn, lenn ar Bezo a yeas da greski eul lenn all a oa izeloc’h hag a rae anezi an hemolc’herien a ouenn Vomoros Dervolinon « lenn an Dero ». An diou lenn, aet en unan, a zigoras o hent nevez dre an odeou etre ar c’hrec’hiou hag en em strinkas e rann hanternoz Tastris, o trasta koadou ha pradou, o skuba loened gouez ha chatal, o veuzi ar vesaerien gand o gwragez hag o bugale. Neuze en em rannas an doureier en diou froud vras o redek, an eil er reter da

  1. Furm wregel eo eus *velês, tro-c’henidik veletos, deut en iwerzoneg da fili « divinour, diouganer, barz » tro-c’henidik filed. Veleta a gaver, evel eun ano-den germanaet ar furm anezan (Veleda), e Tacitus. Sellout D’Arbois, Civilisation des Celtes, pp. 78-9, 92-3.