Ar plac’h yaouank a rôas da anaout an doare anezo, ha kerkent Sukatus en e raog war eur vag-krec’hen. E-kreiz ar striz-mor hag hen o welout eur vag all, enni eur c’hrennard a velegan o roenvia. Anaout a reas Branos, mab Sammonos. O skei davetan, e trôas e vag war he genou hag e torras e glopenn d’ar c’hrennard gand eun taol roenv. Pelloc’h e welas eur wezenn en he fez war neunv e gorre al lennad. En darn eus barradur ar wezenn-ze a save a-us d’an dour edo en he c’hoazez eur gaer a blac’h he bleo melen rodellaouek. En he c’hichen eun neiziad kizier-karvetaer, un targaz, ar gazez hag an tri c’holen-kaz. Hogen ne ziskoueze ket ar plac’h kaout aon rag eur seurt amezegiez. Floura a rae ar c’helin bihan hep na raje ar re-man, nag an tad nag ar vamm, droug ebet d’ezi. Pa welas ar c’hadour kaer o tont daveti a-ziwar roenvia a-dreuz d’an doureier, e vousc’hoarzas hag e tematas anezan a vouez fraez ha laouen. Eilgeriet ne voe ket, avat, gant Sukatus. Kemerout a reas eur saez en e glaouier-birou hag e stignas e wareg oc’h eeuna beg ar saez ouz penn ar plac’h.
« Truez ! » a c’harmas houman, hag e tizolôas he diouvronn gwerc’hez ouz ar c’hadour [1].
War en doa lavaret ar veleta da Sukatus, eus ar pevar den a emgledoure e ti dindan-zouar Lindopennon n’oa nemed ar plac’h a gement a oa didamall, rak biskoaz n’he doa graet droug na mennet ober zoken.
« Truez a-walc’h am befe, eme Sukatus ; hogen an doue, hon Tad, eo az parn, p’en deus lavaret : « Marvet ar fallakr, ha ra vezo diouennet gantan e holl lignez ! »
— Va lez da veva, eme ar plac’h yaouank, hag e touan d’it war va enor na rin biken tra a gement a rafe d’it keuzia d’az trugarez, Sell, emezi, al loened gouez-man a zo ganen, eun noz hag eun deiz a zo, ha n’o deus graet d’in droug ebet. Ha krisoc’h egeto e c’hallfe beza eun den eus va gouenn ? Pe zismegans am eus graet d’it ? Kenta tro eo d’in da welout. Kenta tro eo d’in gwelout eur gwaz estreget va zad ha va breur.
— N’eo ket ganen-me ez out barnet, eme Sukatus, gand
- ↑ D’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 321-2.