Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/44

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



Linvadenn Anna.


Dont a ran breman da linvadenn Anna ha da gement am eus da lavarout diwar-benn Sukatus.

En amzer Momoros hag Atepomaros, war harzou hanternoz bro Dastris, er gouelec’h golôet a goadou ha marellet a lennou o vevenni mibien Vanos diouz ar Sitoned, edo o veva eur paotr hag eur plac’h o doa ranket tec’hout diouz ar vro-Wenn rak tan ar c’hastiz dleet d’o fec’hed. War a leverer, kenta paotr ha kenta plac’h o dije torret al Lezenn ez oa an daou-man. Ha da heul o fec’hed e teuas eur verventi vras war ar chatal ha kollidigez an eost [1]. Ar paotr a oa anvet Sammonos hag ar plac’h Anna [2]. En eul lec’h digenvez o doa en em ziazezet ha savet a brenn ha maen eun ti dindan-zouar an hanter anezan. Lindopennon « penn al lenn » ez oa ano an ti-ze dre n’oa ket pell diouz al lenn vras a reer anezi Betulindon « lenn ar bezo », ouz troad menez Saevo.

Eno, eta, e vevent e-kreiz ar c’hoadou bezo gand o mab

  1. Frazer, III, pp. 257-9 ; kenveria I, pp. 26-9.
  2. War an daou-zen Sammonos-Anna en enskrivaduriou kelt-ha-roman, sellout J. Loth, la vie la plus ancienne de saint Samson de Dol, Paris, 1914, pp. 14-15. (tennet eus ar Rev. celt.). Ne vo ket a re adlavarout aman (evid an dud a gred bepred e teu beleg eus *Belos) n’en deus an ano hen-geltiek Anna netra d’ober gant santez Anna. Degouez rik n’eo ken an henvelder-ze. Arabad ivez diwar an notenn-man luska da gredi e vefe Sammonos ha Samson (Samsun e brezoneg) an hevelep ano. An neb a ve trôet da dostaat diwar froudenn geriou eus yezou ha mareveziou dishenvel, diouz henvelderiou a-ziwar c’horre, touellus peurvuia, lennet hag eveziet ar pajennou savet gant Hovelacque d’ar fazia en Deveradurez-c’heriou (dangers de l'Etymologie), la Linguistique, 4vet mouladur, pp. 16-21.