Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/45

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

Branos hag o merc’h Suaduilla [1] hep kaout darempred ouz den. O holl chatal a c’hoarveze eus eur marc’h, daou ejen, teir buoc’h ha daou gi ; ha n’oa eus o holl arrebeuri nemet binviou brezel ha hemolc’h Sammonos, eur gaoter gouevr vras, eur forc’hig evid ar c’hig [2], eur vreo evid ar greun, eun nebeut kelourniou kouevr pe ler [3] da c’horo saout ha da gas dour, ha klouedou, kestou ha skudellou prenn graet ganto. Ar gwaz gand e zaou ejen en doa digoret eun dachennadig douar etre ar gwez bezo ha hadet enni kerc’h ha heiz. Ar pep brasa eus e zerveziou a dremene war varc’h o hemolc’hi loened gouez pe e bag war al lenn o pesketa. Gounid e hemolc’h hag e besketerez, a-unan gant hini e bark ha laez an teir buoc’h, a oa a-walc’h d’o maga, hen hag e dud. Ar wreg-hi a c’horôe saout, a zizilhe tanvouezennou, a vale heiz ha kerc’h, a veze toaz, a aoze c’houistoc’h, a boaze kig, a rae war-dro he daou vugel. Hag evel-se e rede evito dervez, mizvez ha bloavez.

Hogen, eun deiz m’edo aet kuit an ozac’h beure-mat da hemolc’hi kirvi, e welas e wreg o tont daveti eus al lenn, hervez hiniennou eun aerouant euzik, eun avank ramzel gouez da re-all. Tec’hout el logell a eure ha sparla an nor warni. Al loen, avat, deut war he lerc‘h, a ziskaras an nor ha, diskennet el logell, a wallas ar wreg dirak he daou vugel sabatuet. Hag hen kuit. E keit-se edo an ozac’h war hed dek leo ac’hano o redek war e varc’h gand e zaou wadgi a-dreuz d’ar c’hoad dervennek, pa zegouezas gantan eur plac’hig a guze he bleo melen dispak an diouskoaz anezi, o koueza beteg he dargreiz evel eur vantell alaouret. Diar-

  1. Rev. celt., 1893, p. 172. kenveria al latin suavis, ar sanskriteg svadu « kunv », ar saozneg sweet.
  2. Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1424-5, skeudenn 637, 638. Kamm e oa bizied an doare forc’hig-se, d’ezi da gregi êsoc’h ha startoc’h a ze er peziou kig a venned tenna eus ar gaoter. Dianav eo deomp hec’h ano hen-geltiek. E gregach e raed anezi lukos « bleiz », krearga, harpagê, e latin harpago.
  3. Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 82. Diwar-benn ar vreo sellout ouz Déchelette, Manuel, la Tène, pp. 1386-90 ; Lindet, les origines du moulin à grain, in Rev. arch. 1900, pp. 17-44 (skeudennou) ; Vendryes, les moulins en Irlande et l’aventure de Ciarnat, id. 1921, II, pp. 362-72.