skouer anezan gand e vibien, hag an hena eus ar re-man a rôas e verc’h Grannia da bried da Zumnu, roue Skaled ar Gwalarn. Da ziskredi eo e voe skuizet habaskted Belios gant kel lies all a dorridigeziou d’al lezenn en doa rôet. Bezet pe vezet, e c’hoarvezas, en eun nozvez goanv gwall-varradus, peurwenn-eon ar mor e-kreiz an amc’houlou, e krenas hag e c’houzizas an douar, hag e savas a-hed an aod, adalek Tastris beteg an enezennou en aber ar Rênos eun daer a c’harmadenn. Garm-emgann ar mor-Bras a oa o lammat a-benn-herr war zouar an dud ! Eus Tastris d’ar Rênos e voe beuzet-holl ar gompezenn war-hed meur a leoiad. Diouz ar beure, seiz leo pelloc’h er c’hreisteiz, pa zihunas broïz an doun-vro, e weljont ar mor e donnou deut da darza e-kenver d’o logellou, ha peurc’holo teven an arvor nevez a gorfou maro hag a benseou. Gand an dour-beuz-se e kollas an Ambroned frouezusa rann o c’hornad-bro. Eun niver bras anezo, en o zouez meur a roue, a oa bet beuzet ha, war eun dro ganto, pennou-chatal dreist-muzul. Brevet ez oa bet o holl listri ha kaset da get da viken o galloud war vor. Da heul ar gwall-zarvoud-ze eo e tilezjont an arvor evit mont, dindan renerez Deukes [1] war-du ar c’hreisteiz hag ar mervent, hag enbrôa e Galia hag en Erkunia.
- ↑ Kenveria D’Arbois, op. cit., II, p. 215.