ar gwez e koueze an deliou ; gouela a rae ar rec’hier, hag ar bed-holl en em vantellas a ganv [1].
Hervez hiniennou, kerkent ha kouezet an taro, Noux, merc’h Maros, o tiaraogi he c’herent, a zigoras d’ezan e askre ; diframma e galon a reas ha he flaouia p’edo o c’hourlammat c’hoaz [2]). Engehenta a reas diwar ze ha dont brazez, ha gwilioudi a-benn nao miz ha genel Belios [3]. Re-all, avat, a lavar e voe Sirona mamm da Velios [4]. Ar pez a zo diarvar eo e rankas Belios, pa voe ganet ha pell c’hoaz goude, kemerout warnan spez eur bleiz da douella ar ramzed. Valos kadarn [5] a raed anezan neuze ha dindan an ano hag ar spez-se eo e c’hoarvezas d’ezan, deut d’e oad, laza ar penna ramzed ha talvezout d’ezo muntr e dad. Skoret e voe en e gefridi, evel m’her goar an holl, gant Dâvos a ziskennas war an douar en eun alarc’h [6] o tegas eus an nenv en e bigos ar bod uhel-varr a dalvezje da Velios da dasman-hoalvat en e stourmad ouz mibien c’halloudek an douar.
Pell kent an darvoud-se, avat, e tegouezas al linvadenn-veur, rak, damc’houde maro Belos, kresket d'ezo o nerz hag o niver, e savas an doueed a-us d’ar c’hoabrennou eun tredemarz a grenvlec’h a ra anezan an dud hag ar ramzed an ano a Zêvobriga [7]. En em zastum a rejont eno ha sevel dezo, evit mirout hiviziken ouz gwall-daoliou evel muntr Belos, da laza ar ramzed ha da beurziouenna an noueans anezo. Unanet ganto o holl nerz hag int o uhelaat strad ar mor ha trei an heol diwar e hent. M’en em zinaouas ar mor-Bras a-bez war an douarou, ha ma voe trôet
- ↑ Rhys, Celtic Heathendom, p. 533-4 ; Anderson-Leclercq, Myth. scand., p. 138.
- ↑ Kenveria Imram Brain, II, p. 131.
- ↑ Kenveria, en Edda, ar ramzez Nott « Noz » a c’han Dagr « Deiz », eur bugel sklaer ha kaer evel e dad, an doue Delling « Pennig an tarz-deiz », Anderson-Leclercq, p. 23.
- ↑ Rhys, Celtic Heathendom, p. 27-8.
- ↑ Dottin, Langue gauloise, p. 295, notenn 3.
- ↑ Rev. celt., 1913, p. 185.
- ↑ Dêvobriga « Krenvlec’h an doueed ». Krenvlec’hiou nenvel burzudus e hen-vojennou Arianed an Indez, Rev. de l’hist. des Religions, 1908, p. 161 ; e-hen-varzaz Skandinaviz, Leclercq, Mythol. scand., p. 285.