an heol da domma skournredennou hag erc’hegou an Hanternoz a voe holl teuzet gantan [1]. An dour-erc’h-teuz-se o tiskenn war-du ar c’hreisteiz a voe kresket gantan c’hoaz ar mor dic’hlannet eus e naoz. Staga a reas an avel da c’houeza hag eur gouyender bras a savas eus an douar etrezeg an nenv. Kompezennou, torosennou, uhelennou, krec’hiennou, meneziou, holl an eil war-lerc’h eben, e voent lonket el lennad dour, kounnaret, eonennet, yud he mouez. N’oa ken o tizoura nemed uhela kribennou an Tauros, hag eno edo repuet ar re eus ar ramzed o doa tizet tec’hout diouz an dour-beuz. En em vodet war an uhela begenn, gwentet o bleo gand an avel, gourdouret o c’horf gand ar fru-mor, e sellent, darn anezo saouzanet-holl, darn-all diglemm-kaer ha garo, ouz an dour o pignat dibaouez gant tor ar menez. Diwar mogeriou Dêvobriga edo an doueed holl a-gevret oc’h arvesti ouz ar gastizadenn. Neuze eo e trivlias kalon ar yaouanka doueez o welout peur-zienez ar ramzed a vane c’hoaz, warno oc'h en em leda skeud an Ankou, hag i ker bras ha ker krenv. Trokaria [2] a gredas sevel he mouez a-du ganto ha pedi an doueed d’o arboella. Ne deurveze ket d’an doueed hen ober, ragwelet m’edo ganto a be wallou e vije kiriek ar ramzed. Gouzout a ouient ervat ez eo ar ouenn anezo peur-fall, ha n’oufe mad ebet dont diouto biken. Ar c’hosa eus an holl zoueed, Senodêvos e voue arc’hant, an hini en deus gwelet dremm ar bed o wiska an neuz he deus breman, a grozas garo da Drokaria. A-eneb da bep trugarez edo an doueezed all dre ma save enno iskis heug ouz ar ramzed-se teo, du, blevet-garo ha gouez. O welout n’oa den a-gor ganti, e skuilhas Trokaria daerennou lintrus henvel ouz perlezennou pe c’hlizennou. Koll kalon ne reas ket, avat. En he sav e-kreiz kelc’hiad an doueed, e-pad eun hir-amzer e prezegennas. Edo e barr he yaouankiz, ha hi ken kaer, ken tenerus, ken helavar ma teuas d’an diwez kalon an doueed da laoskaat. Goulenn a
Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/38
Neuz