Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/36

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

ar c’helc’hiad a raent en-dro d’ezan ha tec’hout evid e vuhez. Hogen, mennet e oa bet e varo gand ar ramzed. Gwisket ganto, a beb eil, eun niver a dreuz-neuziadou, e wall-hemolc’hi a rejont dre ar bed. Da guzat ha da stourm outo e kemeras Belos, diouz e du, kant ha kant neuziadur dishenvel. A-wechou ez ae d’eun donn-vor kribennet a eon oc’h ober hent e-touez an tonnou all war c’horre an dour ; a-wechou d’eul lenn kousket e-kreiz faoegou an Hanternoz, pe d’eur roc’h en he sav-sounn e-mesk rec’hier all e bri menez Tauros. Emberr e vo en eun dakenn c’hlao o koueza e-touez mil a c’hlavennou all, emberr en eun naer gornek, liou arc’hant, o torimellat war ar c’hlann pe e-mesk ar c’hoummou ; en eun dervenn yaouank er c’hoad digenvez ; en eur penn-moc’h gouez reuniet-garo o finhouc’hellat er strouezeg ; e Roudos, ar marc’h ruz hir-voueek o c’houirinat er gompezenn ; e Kamox, ar c’havr-venez skanv, o c’hourlammat en uhel-beurvanou an Erkunia.

D’an diweza-holl ez eas en eun taro gwenn gwelevus e gerniel [1]. Er stad-se eo e tigoras ouz ar ramzed, aet e spez bleizi euzus, seiz emgann taer a badas adalek deiz-ha-bloaz e c’henivelez, da lavarout eo kala-hanv, betek kala-goanv. Da zeiz kala-goanv, d’an abardaez-noz, e kouezas leun a c’houlïou, hag e enebourien, gand o c’hontilli maen, a zigoras d’ezan e wazied, a zispennas e gorf hag a vouetas e gig p’edo c’hoaz o tridal [2].

Brud a zo e strinkas ar gwad eus gwazied-meur trouc’het an taro gant kement a nerz hag a builhentez ma ruzias, neket hepken ar vuntrerien penn-kil-ha-troad, hogen ouspenn an douar hag ar mor, ha betek bolz an nenvou a-zioc’h o fenn. C’hoaz e leverer e voe, kerkent ha marvet Belos, eur wall-vantradeg dre ar bed krouet en e bez : ne vennas ken ar barez ar par, ha trei a reas ar par diouz ar barez ; gwenvi a reas ar bleuniou, diazo e vanas ar frouez ; diouz

  1. Kenveria an tarb find « taro gwenn », a veze lidlazet en Iwerzon gand an drouized, D’Arbois, les Druides, p. 100. Gwenn ez oa ivez an tirvi lidlazet gant drouized Galia, ibid., p. 17.
  2. Kenveria mojenn Zagreus, S. Reinach, Rev. archéol., 1899, pp. 210-17 ; K. Meyer hag A. Nutt, Imram Brain, II, pp. 130-2.