Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —
Kel lïes taol ha m’az pezo ezomm a guzul pe a skoazell, emezi, e ri d’ar walenn trei teir gwech en-dro d’az piz en eur lavarout va ano. Pe bred bennak e vefe war an noz pe war an deiz, nemet d’ar goulou-deiz pe d’ar pardaez e ve, e vezin ez kichenn. »
Neuze ez eas Atepomaros diouz ar plac’h yaouank. Evit beza m’oa bet dudius ar varc’hekadenn edo o paouez kas da benn a-gevret ganti, kement a draou en doa gwelet en eur ober ar pennad-amzer ma hanvale gantan ez oa manet eur bloavez war e hed er-maez eus an enezenn. Hogen e lavaras d’ezan ar roueed all n’he doa ket padet zoken e ziankadenn hed eur redadenn-heol. Aet en e raog dambrest goude sav ar Rod, e teue en-dro pell a-raok ar c’huz anezi.
————