Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/32

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —



An distro.


Treiza ar mor a rejont. Pa skôas an daou jao o c’harnou en enezenn, edo an heol war izelaat. Ar roue a lammas d’an traon hag e tiskennas ivez ar plac’h yaouank diwar he marc’h da gimiadi dioutan. Nec’h bras ha gwall-gerse d’ar c’himiad-ze a savas er roue, hag e lavaras d’ar plac’h yaouank :

« Garo ganen mont diouzit, pa veizan n’az kwelin mui.

— Red eo evelkent, emezi.

— Her gouzout a ran », eme ar roue.

Ar plac’h yaouank a sellas outan eur predig-amzer, dilavar. Atepomaros a oa anezan eur gwaz mentet-dreist, rak uhela gwazed ar ouenn eo roueed an enezennou. Hogen ker mentek-all ez oa ar plac’h yaouank. Hag ar bleo rodellek en he fenn a skede en-dro d’an dremm anezi evel eun dolzennad aour digemmesk kizellet-flour. Hag evel diou steredenn he daoulagad glas ha glan. Ha gwenn-kann evel an erc’h he divrec’h noaz emaez he zoneg gwenn ha glas [1].

« Eur c'hevredad a zo a hellan siella ganez, emezi. Deus aman da c’hougleze. »

Eun trouc’h a reas en he brec’h ha degemer ar gwad e boz he dourn. D’e dro e lakeas ar roue e wad da redek e dourn ar vrezelourez. Eva o gwad kemmesket a rejont, hag e rôas ar plac’h eur walenn aour d’ar roue [2].

  1. Gwenn ha glas ez oa daou liou sae an doueezed a anved Vilas e slaveg, Léger, Mythol. slave, p. 170. An doueezed-ze eo, gwirhenvel, ar re ma rae ar Gelted anezo en oadvez kelt-ha-roman Komedovae, Suleviae, Dusiae, Matres, Matrones, Dominae, Fatae, hag all, D’Arbois, Civilisation des Seltes, pp. 182-4 ; Renel, les Religions de la Gaule, pp. 270-91.
  2. Rev. celt., 1908, p. 106. Ar Slaved a grede d’ezo e c’halle eun den-meur kemerout eun doueez da posestrima « adc’hoar », Léger, Mythol. slave, p. 172. Ha n’helle ket eun den eureuji an adc’hoar m’en doa evet eus he gwad ? Hen rei da gredi a rafe a-walc’h danevell Cuchulain ha Derborgaill, Rhys, Celtic Heathendom, p. 465.