Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Diwar-benn al linvadenn-veur anvet « Beuzadeg ar Ramzed » ha pe abeg a voe d’ezi : muntr Belos, mab Liros hag Anatla.
Setu breman ar pez am eus da lavarout diwar-benn Sukatus, mab Momoros. Eun danevell eo am eus klevet gant Volked an Erkunia hag a ro perz d’ezan el linvadenn anvet linvadenn Anna. An drede eus al linvadennou bras envoret en hengouniou poblou an Hanternoz eo linvadenn Anna. An diou all eo al linvadenn-veur a reer ivez anezi « Beuzadeg ar Ramzed », ha linvadenn mibien Segontios. Sed aman e berr-gomzou doare an teir linvadenn-ze.
En eizvet oadvez ar bed eo e c’hoarvezas al linvadenn anvet « Beuzadeg ar Ramzed ». Beuzet e voe ganti an douar-holl, nemet uhela kribenn an Tauros. Abeg d’ezi ez oa bet muntr pried Sirona gand ar ramzed. Evel m’hen goar an holl, e voe ganet Belos [1] en noz kala-mae eus una-
- ↑ N’eus ket eus an ano-ze en enskrivaduriou eus an Hen-amzer. N’en deus mann d’ober gant doue Bel ar Semited, na gand ar ger beleg. E semiteg, ar ger bêl, baal, lïester bêlim, baalim, a dalv hepken kement hag « aotrou, roue » ; ar furm wregel anezan bêlit, baalat a dalv « itron, rouanez ». Anoiou enorus eo a rôer d’an doueed (elim) pe d’an arc’houereed : Baal-Sidon a zo doue Sidon, Baal-Libanon a zo doue menez Liban, Bêlit-Sêri a zo doueez ar gompezenn, Bêlit-irsitim a zo doueez an douar, hag all. Bêl ha Bêlit a ya alïes en anoiou divoutin a dud eus ar Siri hag ar C’hreizstêr : da skouer, Bêlit-nési « Itron al Leoned » a zo ano eur vaouez, gouarnerez war gêr Zabuda, er Palestin, ha marteze pried Arad-hiba, gouarner Jeruzalem (Urusalim), er pemzekvet kantved kent H.S. (Halévy, Correspondance, pp. XXXIV, 381.). — Beleg, furm gosoc'h d’ezan bueleg, a zo deuet a-ziwarlerc’h ar ger keltiek *bakulakos « douger-baz » (eus al latin baculus). ''Belos, hervez, n’eo nemed eun ano-doarea d’an heol ; kenveria gregach phalos « skedus », sanskriteg bhalam « sked » (Rev. celt. 1904, p. 87), hag ar ger gregach deveret phalinos, e makedoneg Baleinos, ano-den, Rev. celt. II, p. 424.