(Bodiakos). Hag e lenvo adarre an douar-holl, yeoet ma vezo gand ar wall-dud hag an doueed divat.
— Petra a hellomp-ni da ober ? eme ar pennou. N’emomp aman nemed eun dournadig tud, repuet war an aod hag en enezennou, er gwask etre ar mor fero hag ar menez korvigellus. Ar bed a-bez eo a rankfemp en em ganna outan hag e drec’hi !
— En em ganna n’eo ket deut ar pred da ober c’hoaz. D’en em aoza da ze, avat, ne lavaran ket.
— E pe zoare ? emezint-i.
— Bevit en unvaniez an eil gand egile. Engehentit bugale yac’h ha krenv, kement anezo ha ma c’hellfec’h maga ha diorren. Poagnit dibaouez da greski braster ho tropellou, gorread ho parkou, niver ho peurvanou. Ijinit ha gofeilhit armou nevez. Pleustrit dalc’hmat war embreger anezo. Kasit tud a fizians da anavezout ar broiou hag ar brôadou diavaez[1]. Ne vern a zigouezfe ganeoc’h, daou dra a dleït herzel diouz hoc’h eneou : an dispi hag an aon.
« N’eus kefridi, ker bras ha ken tenn bennak ha ma ve, ha n’oufe beza kaset da vad gant ma kendalc’hfe pep remziad labour ar remziadou en e raok. N’oufe eur berradig dour kleuza eur roc’h, na kant, na mil, na dek mil, na kant mil kennebeud-all. Hogen kant mil miliad a viliadou eus an takennouïgou-ze, o koueza, an eil war-lerc’h eben, en hevelep lec’h, a doull treuz-didreuz ar c’haleta maen[2].
« Kemerit da reolenn striz tremen heb ampresta biken digant tud arall-vro, nemet traou talvoudus eo e ve. Lezit ganto an dibouez hag an dreist-ezomm ha kement tra a vrein ar galon hag a laoska an ene. Dalc’hit gant buhezegez ho
- ↑ Kenveria, war an douar-bras, er pevare kantved kent H. S., ar gof Heliko, Notennou, VI, p. 27 ; VII, p. 44-5, hag, er pevare kantved goude H. S., en enez-Vreiz, an Areani (= arianos « gward », iwerzoneg aire « vigilia »), Rev. celt. 1914, p. 113 ; Ammianus Marcellinus, XXVIII, 3, 8 ; Wright, the Celt, the Roman and the Saxon, Vvet mouladur (London, 1892), p. 443 ; Sagot, la Bretagne romaine (Paris 1911), pp. 245-6.
- ↑ E buhez ar poblou, evel e buhez pep den, « netra ne dalv war an hir-striva » M. Maindron, l’Art indien, Paris, 1898, p. 30 ; G. Le Bon, Psychologie des Foules, p. 101-2 ; Dr P. E. Lévy, l’Education rationnelle de la Volonté, 9vet mouladur, 1913.