Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 95 —

tadou, o veva e-kreiz arem an armou, o kousket war ar c’haled dindan tôennou soul, o tibri yod kerc’h e skudili prenn, oc’h eva dour, o vesa saout, o seveni al Lezenn[1].

« Al Lezenn heuilhit-hi dre gaer, laouen, en eur c’hoarzin, ha likit evez ma vo heuliet evel-se gand an holl en-dro d’eoc’h. Diwar ar seveni laouen al Lezenn e vez ganet eurvad, nerz, buhez ha trec’h. An dud krenv ha kalonek eo a heuilh laouen al Lezenn. Int-i hepken a ra d’ar Ouenn ober berz. Int-i hepken a gresk hag a skign anezi. Evid ar re wan ha digalon, dre heg eo e heuliont al Lezenn. Grosmolat outi a reont hag he zerri kerkent ha ma kredont ober. Gand ar re wan, gand ar re zigalon e vez dinerzet ar Ouenn. An dismantr a aozont d’ezi. N’o mirit ket en ho kreiz, ha diwallit na vefe diskennidi diwarno en ho touez. Daou dra a ra nerz eur ouenn : niver he zud, dreistelez he zud. Gwell avat an dreistelez eged an niver. Evit mirout an dreistelez na dermit ket da vihanaat an niver.

« Na lezit biken, nag ennoc’h, nag er re en-dro d’eoc’h, ar garantez-vro da drec’hi d’ar garantez-ouenn. Ar vro ma vevit, douar, dour ha mein n’eo ken ! Kouls pe well gand armou ha kalon a gavfec’h e lec’h all[2]. Ar Ouenn, avat, an den e-unan ez eo-hi, gand e dadou hag e gerent, gant kement a gar ; o buhez anezo holl eo, war astenn a-rumm-da-rumm a-dreuz d’ar c’hantvedou, a-dreuz d’ar milvedou.

« Ar re dremenet n’int ket tremenet da vat. Eman ar re varo bepred beo oc’h adveva er bed-man en o diskennidi. Kadourien veur, drouized fur, mailhed-vicherourien, tud yaouank hael, gwerc’hezed kaer ha kalonek, gwragez gwirion beteg ar maro, a zo bet ken alïes lavaret deomp o anoiou ha danevellet o brud, adc’hanet dibaouez e vezont holl er meuriadou m’eman enoret enno al Lezenn. O gwelout a reomp o tont en-dro en hon touez gand o mouez, o dremm, o ment, o neuz, o sell, o c’halon, o ene hag o meiz, kendal-

  1. Kenveria Polubios, n, 17 ; Notennou, VIII, p. 7-8. Diwar-benn ar yod kerc’h en Europ, er ragistorvez, Anthr. 1921, p. 545-6. Diwar-benn nerz-maga ar c’herc’h, sellout Baden-Powel, Le Livre des Eclaireuses, p. 144 (mouladur Delachaux ha Niestlé, Neuchâtel, 1925).
  2. Kenveria Notennou, XII (kenta hag eil kevrenn), p. 37-8.