steredenne e zaoulagad ha war e lerc’h e teue an daouzek paotr o vleina peb a garrad pennou trouc’het. Hag hen o lavarout d’ar c’hoziad :
« Hag a-walc’h a bennou a zo aze evid eureuji eur rouanez, o den ? emezan.
— A-walc’h a zo, eme ar c’hoziad. Kadarna den yaouank ha gouesta meder-pennou eus hor gouenn ez out-te[1]. Den n’hen dislavaro. Ha ne deus den a enebfe ouz da eured gand ar plac’h yaouank-man : Ategena, merc’h Litavis. »
Hounnez eo « trôad Vindosêtlos, mab Kintus », evel ma reer anezi. Drezi e voe peurvrudet e ano dre ar vro. Dreist pep tra e pouezas an taol-ze da drei a-du gantan mibien Vanos. Didenn e voe d’ezo kredi an holl vad a ziskulias diwar e benn Rênos, mab Liros. Da ’voe ganto ivez gwelout e zimezi, neket hepken dre ma ’z oa e bried kaer hag a wad uhel, hogen ouspenn en abeg d’an dalvoudegez a zeuas d’ezo da heul : keit ha ma vanas Ategena en o zouez en em viras ar c’hirvi, an arzed[2] hag ar moc’h-gouez d’ober freuz en o edegou.
Vindosêtlos a zeuas e bodadenn-veur ar roueed, ar reizaouerien hag ar pennou-pobl. Holl e vament ouz an den yaouank, ouz e vent uhel, e zremm leun a gened, e gendalc’h dereat-tre hag azaouezus.
« Eman ar gouennou du, emezan, oc’h en em skigna dre ar bed. Peurboblet e vo ganto, mar bezont lezet en o roll. Skoazell digand an dud n’o devo ken an doueed da stourm ouz ar ramzed. Kaset e vo da get holl labour an Trec’hour
- ↑ Kenveria mojenn Kuknos, kar da Phaeton ha dibenner-tud. Henvelekaet e vez alïes ar vrezelerien ouz mederien e hen-varzaz Bro-Gembre ; ac’hano, e krenn-gembraeg, mid (mifed, medi) « emgann », mitlann (medlann) « tachenn-emgann », Rev. celt. 1920-1, p. 154.
- ↑ Drasterez arzed en edegou, Brehm, les Mammifères, I, p. 651-2.