Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

Gand an droug a oa savet enni e ruzias ar plac’h yaouank :

« Ha diboell ha dienor plac’h ez oun-me evit karout eun digalon ? N’eo ket hep rat d’in eo em eus graet va dius ! »

Rênos, mab Liros, a lavaras d’ar c’hoziad :

« An den yaouank-man, emezan, en deus kaset da vat enorus d’ezan an arnodadou bet lakaet warnan gand an doueed. E gadarnded en deus diskouezet ha laouen ez eo an doueed outan. Ha diêsoc’h e ve tremen diouzit eget diouz an doueed ?

— Pelec’h eman testeniou e gadarnded ? eme ar c’hoziad. Diorrôet eo bet pell diouzimp, ha den aman n’en deus klevet ano eus e guriou, den ne oar petra e talv ar vrec’h anezan. Diskouezet klopennou an enebourien en deus lazet ! N’oufe dimezi den yaouank eus hor gouenn ken n’en dije gourdrec’het eun enebour. Da lezenn e talv ar boaz !

— Da lezenn e talv, a drouc’has Vindosêtlos, ha n’eo ket ganen-me eo e vezo torret ! Ar pennou a zo ezomm evid ober an dimezi ne vo na hir na diaes o medi. »

Hag hen mont en e raog, daouzek paotr yaouank war e lerc’h e sell da veza testou eus e daoliou-kaer. Tro a reas d’ar c’hornad-bro a oa e dalc’h mibien Vanos war glann mor ar Goularz ha lenn an Heol. Du-man, du-hont er vro-ze, war-du ar bevennou anezi, ez oa eun enezennad-douar bennak hag enno c’hoaz Skaled ha Sitoned. Da gavout an dud-ze, an eil re goude ar re-all, ez eas Vindosêtlos hag e rôas d’ezo da zius unan a zaou : pe mont kuit pe en em ganna. Hiniennou a voe gwell ganto mont kuit. Darnvuia anezo, avat, gand ar fizians na vije ket diaes dont a-benn eus eur paotr yaouank divarv, a zegemeras an emgann. Vindosêtlos a voe trec’h d’ezo holl. O laza a reas hag o dibenna[1]. Pa voe en-dro e ti e dad, edo e vantell drailhet, roget ha leun-wad e doneg, ha gantan en e zaouarn pennadou brevet e zaou c’hoaf, tammou e skoued, hag e gleze dentet-holl. Hag hen marnaoniet, sec’hedet, faez-divi ha gloazet. Hogen, evel diou c’houlaouenn en e benn e

  1. Lakaat e kemm gand ar pennad-se eun darn eus ar skouerioü bodet gant Jeanmaire en e labour-skrid war la cryptie lacédémonienne, Rev. des Et. grecques, 1913, pp. 121-50.