eus he dioujod ha teir gwech war he genou. E-keit-se ez oa diskennet didrouz ar brini er c’horn-park pella diouz an hini m’en em gave an daou yaouank. Kavout a rae d’ezo na vije ket taolet evez outo gant Vindosêtlos hag Ategena. Ar re-man o gwelas koulskoude hag en em lakeas da skei ganto mein ha tammou prenn. Nijal kuit a reas ar brini adarre.
Setu war ze o tont eus ar c’hoad eur c’harr skanv diou heizez ouz her stleja[1]. Graet ez oa kastell ar c’harr a wialennou haleg melen ha ruz kenweet ampart. A-zioc’h e save eur sel plunv evned[2]. Dindanan edo en he c’hoazez rouanez-veur ar Glen. Ren a reas he c’harr a-dreist brug ha raden beteg ar park ha herzel he jaoed a-zav e-tal ar c’harziad peuliou. Hag en eur wenc’hoarzin :
« Petra a gav d’it anezi, Tekos ? emezi. Ha diouzit eman ar verc’h ? Ha lidet e vezo ganeomp hizio eured roue ar Park gant rouanez ar C’hoad ?
— O mamm, emezan, hounnez eo ar plac’h a garan ar muia. Ha bihan n’eo ket, o mamm, emezan c’hoaz, va anaoudegez ouzit, rak, goude rei d’in ar vuhez, e rôez d’in, ouspenn, ar gaera hag ar wella keneilez. »
Eun douellenn-hud a voe lakaet gand an diou zoueez war ar brini d’o mirout da vont diwar ar barrou m’edont kludet. Hag int o zri da di ar roue. Kavet-mat e voe gand an holl an diviz o doa savet kenetrezo an daou zen yaouank. Eur c’hoziad hepken a ziskouezas a-c’houez d’an holl, beza drouk-laouen hag a yeas a-eneb d’an dimezi.
« Pelec’h eman ar pennou en deus trouc’het an den yaouank ? emezan. Pelec’h eman envorennou e daoliou-trec’h o testenia e gadarnded hag e ijin er brezel ? N’en deus gwir eun den yaouank da zimezi pa n’hall rei da c’houbenner d’e gefrisa penn trouc’het eun enebour d’e ouenn[3]. »
- ↑ Kirri stlejet gant kirvi pe heizezed, Rev. celt. 1907, pp. 258-9 (Cuchulainn) ; Lefèvre, Germains et Slaves, p. 99 (Jordh).
- ↑ War ar sel lem-laka e plunv evned eus kirri-emgann Iwerzoniz ha war hini kirri ar Gelted peurliesa, sellout V. Tourneur, Germani-Gaesati, Musée belge, ebrel-gouhere 1902, p. 7 ha not. 5.
- ↑ Kenveria d’Arbois, Epopée celtique, pp. 73, 77 ; Rev. celt. 1907, pp. 251-2, 253 ; Herodotos, IV, 66, 117 ; Lefèvre, Germains et Slaves, p. 168 ; Deniker, Races et Peuples, p. 298 ; Races humaines (Hachette, 1910), p. 51-2.