Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/86

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

ha peurwalla ar bed. Red-holl e vefe kelennet eur bobl da stourm outo. Selaou am eus da lavarout, va mab-bihan. »

Trei doare a reas ar c’hadour, ha, sebezet, ar c’hirvi a savas hag a bellaas dioutan. Edo breman dre e vent par d’ar wezenn. Ar skoultrou anezi en doa pellaet a-zehou hag a-gleiz evit ober ec’hon d’ezan. En e c’houzoug tri fenn meurdezus gwisket warno talgen aour hag arc’hant ar roueed. War-dav e vane ar penn dehou hag an hini kleiz. Sellout a raent a-dreist d’ar c’hoadou ha d’ar mor, an eil oc’h evesaat ouz rouantelez an doueed, egile oc’h arvesti rouantelez ar re-varo. Hogen, war-du rouantelez ar re-veo edo tro ar penn-kreiz[1]. Heman a selle ouz Vindosêtlos hag a gomze outan.

Setu aman petra a lavare :

« E kenta yaouankiz ar bed, em eus engehentet eur ouenn evit ma kendalc’hje gant va labour dre ar bed, evit ma skarzje dioutan ar gwall-viled hag an dud fallakr, ma raje anezan douarou-ed ha peurvanou-saout, m’her poblje a dudou leun a eeunded hag a gened. Diwar ar c’houblad gevelled peur-reiz am eus engehentet, ez eus savet kant pobl o deus en em skignet war an douarou-bras hag en enezennou, adalek skournredennou an Hanternoz betek gouelec’hiou tanek ar C’hreisteiz. Addalc’het o deus gand al labour am boa boulc’het, her c’has da benn n’o deus ket graet avat. Re a zouarou o deus kemeret, d’ezo da c’hallout o fobla. Re a boblou o deus trec’het d’ezo da c’hallout o diouenna. En em skuiza o deus graet oc’h emganna hag o labourat, o laza hag o tizarbenn. Mennet o deus kaout mevelien ha sklaved, labourerien-douar ha micherourien, pa felle d’ezo tanva hep brezeli c’houekted ar peoc’h hag ober o gounid, heb en em striva, eus madou ar bed. Espernet o deus va enebourien hag o degemeret da sujidi. Dre en em veska ganto, o deus ankounac’haet va Lezenn. Gant-se al labour a oa bet boulc’het a zo bet paouezet, ha, goude,

  1. Kenveria an diskleria a rôe beleien ar Slaved pagan diwar-benn tri fenn an doue Triglav, Léger, Mythol. slave, p. 141. Doueed trifennek ar Gelted koz, S. Reinach, Bronzes figurés, pp. 185-91 ; A. Bertrand, Religion des Gaulois, pp. 316, 319, 344, 371 (skeudennou). Maouez trifennek e lennegez Iwerzon, Rev. celt. 1892, p. 13.