peurzilezet. Kresket d’ezo e gwarez va gouenn, setu o deus adarre ar gwall-ouennou en em skignet dre ar bed ha hizio eman pep tra da adober.
« E-touez ar bagadou e koadou an Hanternoz, a zo manet gwirion d’am Lezenn, e tilennin ar seiz kaera, ar seiz krenva, ar seiz gwella. O c’henvoda a rin en eul lec’h hag o c’henstrolla en eur bobl, ma vo ganet diouti eur ouenn nevez a adkrogo gant va labour hag a zalc’ho ganti ! Hogen, red eo d’ar ouenn-ze beza henchet d’he c’hefridi. Mat ha gwirion eo va mibien. Nemet ne ziskredont ket war an droug hag ar gwall-stignou. Hag int dougetoc’h da garout eget da gasaat, da ginnig o dourn eget da skei. Red o c’helenn ha te eo a c’halvan d’hen ober. »
Bodiakkos[1] a rôas da Vindosêtlos e gemennadur ; diskulia a reas d’ezan kement a dlee da ober. Evel-se e voe peurdremenet an nozvez, ha, d’an tarz-deiz, ez eas pep-hini anezo dioc’h e du.
En diskar-amzer-ze e kuiteas Vindosêtlos enez Abalos a-gevret gant Belenos. Heulia a reas an doue-ze en e drôad bloaziek dre e nevedennou eus ar C’hreisteiz[2]. An hent a rejont o vont a-dreuz d’an aer a-c’haoliad war gein an elerc’h[3]. Eus an ergerzadenn-ze eo e teuas en-dro gant Vindosêtlos da vro an Hanternoz daouzek rod aour al Lezenn, a zo bet miret abaoe e nevedenn Abalos. Rodou aour al Lezenn a reer anezo dre ma’z int en aour fetis ha ma ’z eo enskrivet warno an holl Lezenn el lizerennou a veze neuze e boaz er C’hreisteiz[4]. Ar rôad ez oa a rae mibien Vanos en
- ↑ « An Trec’hour », lesano Belios el levr-man eus ar Sketla.
- ↑ Herodotos, IV, 35 ; Diodôros, II, 47. Diwar-benn an darempredou reizet-mat etre nevedennou an Europ er ragistorvez, Rev. des Et. anc. 1919, p. 110, not. 2.
- ↑ Déchelette, Manuel, kevrenn genta, oadvez an arem, p. 421-2.
- ↑ Kenveria kantenn Phaistos e-mesk Kretiz ar rann-amzer minoad (Dussaud, Civilis. préhel. eil mouladur, p. 425) hag an Dharma-çakra « Rod al Lezenn » gand Arianed an Indez (ar skridou-testenia meneget gant Gaidoz, Dieu gaulois du soleil et symbolisme de la roue, p. 10-1). Kranenn al Lezenn gand ar C’hresianed, Rev. arch. 1910, p. 18-9 ; Ploutarkhos, Buhez Solon, 33, Enskrivaduriou e lizerennou gresiek e-mesk an Huperboreaned, Diodôros, II, 47.