Abalos ez oa-hi ha kement loen pevarzroadek a oa en enezenn a ziskoueze beza en em zastumet eno en noz-se. Demmed, yourc’hed, kirvi, kirvi-meur o peuri geot a dorkadou ! Er vevenn edo bagadou moc’h-gouez o tibri mez ha finij. A-ziwar ker bras grounnad loened soroc’h ebet. Ar moc’h-gouez zoken a vane war dav.
Hec’h-unan-penn e-kreiz ar frankizenn e save eur wezenn[1]. Dindani e welas Vindosêtlos ar c’hadour en e goazez, kroaziet e zivesker, harp e gein ouz ar c’hef. Ar c’harr gand e zaou varc’h ne welas ket eno, hag e kavas d’ezan en doa ar c’hadour o lezet en aod.
Mont d’ar wezenn a eure Vindosêtlos. Tro-war-dro ha beteg ouz treid ar c’hadour ez oa deut da c’hourvez kirvi a beb gouenn. En tu dehou d’ezan eur penn-moc’h gouez bras, serret e zaoulagad, a ziskoueze beza kousket. D’an dourn kleiz e welas Vindosêtlos eul loen all, luc’h daou eteo-tan en e zaoulagad, ma voe souezet ouz e gavout eno. Eur bleiz eo ez oa. Hogen n’eus na bleizi, nag arzed, na naered en enez Abalos.
N’eo ket an noz loar-gann eun noz evel ar re-all. En e grenva e vez en noz-se kement beo a zo[2]. Vindosêtlos a grogas en daou zemm, unan e pep dourn, dre o diouhar a-drenv[3]. O dibrada a reas ha dre skei ganto a-zehou hag a-gleiz ar c’hirvi all e reas d’ezo sevel en o sav ha digeri hent d’ezan beteg ar c’hadour.
« Karet em bije, eme ar paotr yaouank, beza ez kichen war ar mor da vrevi penn an naer.
— Eur gefridi all am eus da fiziout ennout, Vindosêtlos, eme ar c’hadour. An naer emoun o paouez laza he deus lezet e strad ar mor re vihan stank-diniver. Brasaat a raint
- ↑ D’ar wezenn-ze eo e tlee ar frankizenn hec’h ano a Korobilion, iwerzoneg corrbile « gwezenn dibar », da lavarout eo « hec’h-unan-penn ». Sellout pelloc’h ar pennad Renadur Vindosêtlos. En hen-geltieg bilion, belion, en iwerzoneg bile « gwezenn sakr », « kef-gwez », Rev. Celt. 1914, p. 254 ; Dottin, Langue gauloise, p. 234.
- ↑ Frazer, III, pp. 190-7.
- ↑ An doue daou garo gantan er vann en e zaouarn (Apollo ?), S. Reinach, Guide illustré du Musée de Saint-Germain-en-Laye, mouladur nevez, p. 122, skeud 124 ; G. Jullian, Rev. des Et. anc. 1908, p. 73.