hag eno e vanas ken na vije peurdreantet gant nerz ha glanded an noz. Neuze e welas o tarza a-greiz ar mor eun dra bennak du hag euzik. Eun êrouant ez oa, pe mar deo gwell ganez, eun naer vras-divent hag a neunve, savet he fenn a-us d’an dour. He dent a lugerne en he geol damzigor ; sav-dizav edo he c’hein, hag e stoke he lost ouz an dremmwel. Eeun-tenn e skôe war-du an aod. Edo en he menoz peurzispenn an enezenn en noz-se ha laza kement a oa beo enni.
Vindosêtlos a welas eun dra all : eur c’hadour bras ha kaer ha peur-noaz o tonet a-dreist d’ar mor. Ruilha a rae diou rod e garr-emgann war c’horre an dour evel war eul leurenn galet[1]. Ken herrek hag an avel gornog e rede e gezeg ruz-tan. An naer a glevas ar c’hadour o tont. Ha hi o tistrei outan. Skei outan a eure gant he fenn war eun dro ha gant he lost, o venna e vrevi hen, e garr hag e jaoed, e gweadennou e gorf bras-iskis. Hogen, evel eur gorventenn e tremenas ar c’hadour warni. Karnou-treid ar c’hezeg a faoutas d’ezi he fenn ha gant rodou ar c’harr e voe graet pemp tamm eus he c’horf[2]. Beuzi a reas an tammou en dour hag ez ejont d’ar strad en eur ruzia ar mor. Ar c’hadour a zalc’has da vont war red etrezeg an enezenn. Vindosêtlos a glevas trouz-taran e garr hag e gezeg o pignat gand an teven. Santout a reas an enezenn o plega dindan samm ar brezelour hag ar stern anezan.
Hag hen d’o c’hlask. Diouz roudenn an hent o doa kemeret e tamgrede e pe gorn eus an enezenn o c’havje. A-bouez kerzout eur pennad e tigouezas e bevenn eur frankizenn vras e-kreiz ar fao hag an dero. Brasa frankizenn