« Beza a-walc’h e ve ar gompezenn vras er c’hreisteiz d’an enezennou-ze Magounia[1], annezlec’h an doueed. Eno e voen diskennet gand ar bir en eur frankizenn e-kreiz gwez tilh hag onn. Daou grenn-baotr, o zreid en eur waz-dour, a oa eno o kuntuilh beler. Noaz an divrec’h hag an divesker anezo. En o c’herc’hen eun doneg verr lïesliou a dize o hanter-vorzed ; stardet ez oa en o dargreiz gand eur gouriz ler. En o fenn eur bleo liou-melen-kaer na ziskenne ket izeloc’h eged ar gouzoug ; gant rodellou ar bleo-ze edo kuzet ouzin o dremm, daougrommet m’edont war an dour ma labourent ennan. Pa zeujont da zigromma e welis o dremmou. Kaer ez oant, ruspin ha her, enor hag eeunded o ene o skedi en o daoulagad glas.
« Pelloc’hik, eur frankizenn ec’hon leun a saout. En he c’hreiz eun ti bras, meur a di bihan en e dro evel m’eman he evnedigou en-dro d’eur yar. War an ti eur vat a dôenn soul nevez hag, e mogeriou anezan, eur gwiskad pri flour o luc’ha a veur a liou[2]. Diou blac’h yaouank gwisket e gwenn a zo deut emaez an ti. Mont en unan eus al logellou a rejont ha kemerout enni kelourniou, hag int da c’horo saout. Ha me war o lerc’h. Diaes, zoken er vro ma komzan, kavout merc’hed bravoc’h mentet ha kaeroc’h neuziet eged an diou-man. En o fenn o-diou eur bleo melen kaer o c’holei o diouskoaz hag o tivilha beteg o dioulez. Eur gouriz arem skedus, ledander d’ezan gant treuz an daouarn, o starda o dargreiz. Dudius o gwelout o labourat, dudius o c’hlevout o prezeg kenetrezo hag ouz o buoc’henned ; flour o mouez pa ganont ar ganaouenn-c’horo[3].
« Bet oun tre e-barz an ti bras. El lec’h-enor eur c’hadour-meur, e zaoulagad glas, neuz eur roue warnan. E-harz e dreid eun hordennad raoskl, stuc’hennou erer, eur sac’hig ler leun a vroudou saeziou arem gourdreinek, ha traezou all c’hoaz. Ar c’hadour a gemere ar raosklennou an eil war-lerc’h eben, o faoute, o askenne, o stuc’henne, o broudenne gant peb a vroudenn arem.