c’hourlamm an eog e-mesk deliou an haleg ; hag ar reunig, o tivora, a c’hourvez war al leton e disheol gwez he nevedenn-greiz[1].
« Nepell ac’hano em eus anavezet Dêviata[2] dre an dervennegou anezi uhel ha doun, ha Vindomagos[3] dre he c’hrenvlec’hiou gwenn gand ar vrezelourien henvel ouz doueed oc’h ober ged war ar mogeriou. Ar berlezenn a ro hec’h ano d’an holl enezeg, Dilisma, he deus, goude, displeget dirazoun he c’hrec’hiennou glas hag he hir-devennou golôet-holl a verc’hed bleo-rodellek. War ziouskoaz pep merc’h eur vantell vras, graet gant plunv ha marblunv elerc’h[4]. Kel lïes alarc’h a lavarfes, ker gwenn ha ker kaer ha ma ’z int ! Pa ziwiskont o mantell e weler neuze o sae, a zo henvel al lïesliviou anezi ouz ar re a vez o skedi, en eun devez-heol, en aezenn a sav a-ziwar al lammdouriou. Diaes lavarout pehini eo ar c’hoanta, pe ar sae sked-disked he liou a zo en o c’herc’hen, pe ar bleo melen seizhenvel a zo en o fenn.
« En distro hag ar pella war-du ar C’huz-heol, em eus gwelet Rouda ma ’z a di bep noz an heol da ziskuiza. Ruz-flamm an tornaodou maen kalet anezi, na baouez ket an tonnou-mor a skei gand o zroad nag ar fru a c’hlebia o fenn. War donenn c’hlas an enezenn-ze e weler eus a bell evel koabrennou aour en o gourvez difinv ha digemm. Koadou skao-gwrac’h[5] eo, a gredfen, o waskedi ec’hoazlec’h an heol[6].
- ↑ Hen-geltieg medionemeton, Dottin, Manuel, IIvet mouladur, pp. 115, 434.
- ↑ Kenveria an iwerzoneg diada « doueel ».
- ↑ « An dachenn wenn », « ar Gwennva ».
- ↑ Gwiadou a blunv-evned en Iwerzon, Joyce, Social History, I, p. 447 ; II, pp. 30, 406 ; W. Stokes, the Colloquy of the two Sages, p. 13 ; V. Tourneur, Musée belge, ebrel-gouhere 1902, p. 7, not. 5. Diwar-benn gwiadou plunv Indianed ar Meksik hag an doare m’en em gemerent evid o sevel, Dellenbaugh, The North-Americans of yesterday (New-York, 1901, pp. 134-8, skeudenn).
- ↑ Skao-gwrac’h an Norvej (acer platanoïdes, L.) ma wisk an deil anezan en diskar-amzer eul liou melen flamm-tre, Bon Jardinier, 1882, eil kevrennad, p. 135. — Tornaodou maen-krag ruz, Reclus, III, p. 737.
- ↑ Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 423, not. 3.