Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/79

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

« War sav en e gichen eur vaouez kaer meurbet a welis, ma skede evel aour nevez-lufret ar bleo anezi plansonet en nao nac’hennad[1]. Edo gand eul loa hirdroadek o veska yod-kerc’h. Bez’ ez oa, ouspenn, war an tan eur gaoteriad kig hag eur beriad evnedigou o kraza ouz ar flamm[2].

« Seiz bugelig bleo-melen a welis war al leur-di. Edo eun eizvet gourvezet ouz ar voger. Nesaat outan am eus graet, ha dam-sevel ar c’hroc’hen louarn e c’holôe. O welout n’en doa nemed eun derzienig skanv, a oa o vont dioutan buan, n’em eus ket graet war e dro gand ar saez.

« Dont a reas neuze en-dro d’an ti an daou grennard o fakad beler ganto, ha, war o lerc’h peuz-kerkent, an diou blac’h. Ha setu an holl dïad gand o fred, an tad hag e vibien en eun tu d’an oaled, ar vamm hag he merc’hed en tu-all. Manet oun e-pad o merenn, bec’h ganen mont diouto.

— Ar gwad eo a save ennout e vouez, eme an doue. Nes d’it eo an tïad-se. An daou grenn-baotr ac’h eus gwelet o tastum beler eo da zaou vreur, Evos[3] ha Toutos[4], pemzek ha pevarzek vloaz a oad. An diou blac’h o c’horo saout eo Magala[5] ha Bodia[6], da ziou c’hoar, an nesa d’it dre an oad, p’o deus gwelet an eil hag eben c’houezek hanvez henvel ouz heman. Ar c’hadour-meur o stumma saeziou eo da dad Kintus, mab Aedoviros. Ar vaouez kaer a oa gantan eo da vamm, Kamula, merc’h Kamulos. Hag an eiz bugel war al leurdi da vreudeur ha da c’hoarezed yaouanka eo ez int !


————
  1. Kenveria D’Arbois, Epopée celtique, p. 425.
  2. Montelius, Temps préhistoriques, p. 245 (eur pennad diwar ar Rigsmal).
  3. Kenveria an iwerzoneg eo « mat ».
  4. « Krenv », D’Arbois, Et. gram. sur les langues celtiques, p. 30-1*.
  5. « Bras ». Diwar-benn an ano-doarea magalos hag ar roudenn anezan er yezou nevez-keltiek sellout ouz D’Arbois, Et. gram. pp. 2-4*, 13-5*.
  6. Iwerzoneg buide « melegan ».