Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/71

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —

nebeut. Dister o bividigez, hag i hag o gwragez gwisket pinvidik gant foulinennou kaer[1]. Seder int, safarus, degemerus ha buanek.


Enezenn ar Staen.


« Eun enezenn all a zo er mor diouz tu ar c’huz-heol da houman, eme an den yaouank. Bras eo ha frouezus, nemet distuz ha dic’hounid e vez lezet an douarou enni. Tud verr-ventek eo an enezidi, striz ha hir an dremm anezo, hag o bleo du-pod ha rodellek[2]. Glas-holl o c’horf, o dremm, o izili ar re o chom er rann-greisteiz ; ruz-gwad o c’horf, o dremm, o izili, ar re o chom er rann-hanternoz. Gand ar glaston (pastez) en em liv ar re genta ; en em libistra a ra ar re-all gant bloneg gavr ha dourennou diwar doareou-irin a gaver stank en o c’hoadou[3].

« Er mervent d’an enezenn-ze eul ledenezenn vras oc’h en em astenn e-kreiz ar mor. Hag er c’hrec’hiennou, e rec’hier an aod ouz he bevenni toullou ha toullou c’hoaz a-ganchou. Ac’hano eo e tenner ar staen eus goueled an douar. En enezennouïgou nes da veg al ledenez-se ez eus plegiou-mor hag oufou gwaskedet-mat ma vez heoriet enno eun engroez bigi ha listri[4].

  1. Kenveria Jornandes, De origine actuque Getarum, 1.
  2. Tud neuziet evel-se a gaved an aliesa e Breiz-Veur en oadvez an armou hag ar binviou e maen lufret (XXX-XXvet kantved kent H. S.). Etro dibenn an oadvez-se hag en oadvez an arem e teuas da veva en eur gichen gand ar re-ze tud neuziet-dishenvel. Ar pep dishenvela enno ez oa o ment uhel, o framm-korf nerzus-dreist hag o dremm talfasok. A vro-Danmark e tiskouezont beza genidik hag e kav d’an aotrou Loth ez oant Kelted, Rev. des Et. Anc. 1916, p. 285 ; 1921, p. 327-8 ; Rev. celt. 1920-1, pp. 259-88. Krennbennek eo an neuz-tud-ze. Kelted ar c’henta oadvez houarn, studiet gand an Doktor Hamy (Anthr. 1906, 1907), hag i ivez mentet-uhel-tre ha frammet-nerzus, a zo peurliesa hirbennek ha striz-dremmet.
  3. Poseidonios, Anthr. 1909, p. 201, not. 1.
  4. Ar strolladou listri o tont eus Galia pe Iberia a ehane ouz an enezennou-ze ha di eo e tigased d’ezo ar staen.