Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/72

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —


Enez an Aour[1].


« Eun drede enezenn am eus gwelet er mor, er c’hornog d’an hini emoun o paouez komz anezi. Ar bella eo a gaver pa gerzer war-du ar c’huz-heol. Enni e tastumer a-varr al leur-zouar eur c’halz aour souezus. Mailhed eo tud an enezenn da deuzi ha da labourat ar metal-ze. Troiou-gouzoug a dalvoudegez vras a reont gantan[2]. Briz-liou ar bleo hag ar c’horf anezo dre m’en em livont e lïes doare gant dourennou diwar louzaouennou o kreski en o enezenn[3].


Rann-ved ar brezel.


« Tad, eme an den yaouank, er c’hreisteiz d’ar broiou ha d’ar poblou emoun o paouez komz anezo, em eus gweladennet kalz a re-all, re hir diskleria d’it diwar o fenn. Rak, a-c’haoliad war ar bir, em eus gournijet eus mor-Bras ar Sav-heol da vor-Bras ar C’huz-heol, holl gevrenn-greiz ar bed. Enni eman o veska eun niver dreist-kred a bobladou hag a veuriadou, o prezeg en eun niver dreist-muzul a yezou. An abeg d’al lïested-ze a boblou hag a yezou, d’ar builhded-ze a dud eo klouarded an temz-amzer ha frouezusted an douar. Di e tired tud eus pevar c’horn ar bed, ma tigouez dalc’hmat da neb a berc’henn douar beza argaset ha diberc’hennet gant re-all nevez-deuet. C’hoant a-walc’h ganen da envel ar rann-ved-ze rann-ved ar brezel, rak enni, gwaz eged e nep lec’h, eman ar brezel oc’h ober e reuz. Diarzao e ren eno, hanv-goanv, noz-deiz. Envel ar rann-ved-ze rann-ved an trei-mistri a rafen laouen ouspenn. Rak d’an drec’hourien, d’an dalc’hourien hizio eman tonket beza an drec’hidi, an dalc’hidi warc’hoaz. Kerkent diskaret ha

  1. Iwerzon, Rev. Celt. 1900, pp. 166-72. Eus 1500 da 1000 kent H. S. ez eo bet Iwerzon, e gwirionez, eun El Dorado, eur « vro an aour ».
  2. Montélius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 118-9.
  3. Joyce, Social History, II, pp. 176-7, 356-63 ; D’Arbois, Epopée celtique, pp. 111, 113, 115.