Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/70

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —

ha degemerus[1]. En difraostadennou, er parkou hag er c’hêriadennou anezo eman eur peoc’h bras o ren, pa na glever ganto na garm na dael. Mammou a zeuas da ginnig d’in o bugaligou a oa klanv. Outo e stekis ar bir, evel m’oun bet kelennet ganez, hag o farea. Ha sed ar vugaligou o c’hoarzin ouzin en eur ober daïk, ar mammou o pokat d’am daouarn ouz va envel dêvogenos[2] ; an henaourien o kinnig va azeuli. — « Na azeulit ket mevel ar bir[3], a liviris d’ezo. Hogen, azeulit ar bir ha mistri ar bir, ar re o deus hen stummet, doueed peurouiziek an nenv. »


Enezenn an dud bleo-ruz[4].


« E-kreiz ar mor, eme an den yaouank, e tiskulias va sellou eun enezenn, roc’hellek, serz ha gouez, kribellet a veneziou, golôet a goadou, marellet a lennou, ervennet a stêriou, a froudou, a wazredennou. E rann hanternoz an enezenn-ze ne gaver na mel na gwenan, gand ar re-yenien. C’houec’h mizvez noz ha c’houec’h mizvez deiz o ren eno. Tud bleo-ruz, mentek, kroc’hennet-gwenn, krenv, nerzek ha gwevn, o veva en enezenn. War run an traoniennou e keviou rec’hier e reont o annez[5]. Kig pevarzroadeged hag evned eo o magadurez. Heiz, kerc’h ha mell a c’hounezont dre

  1. Kenveria an Aested meneget gant Tacitus hag, er Grenn-amzer, ar pez a lavar Adam a « Brême » eus ar Samli vel Pruzzi : Homines humanissimi... Multa possent dici ex illis populis laudabilia in moribus, Rev. des Et. anc. 1915, p. 112 ; 1919, p. 105, not. 1. Ar boblad-ze eo a zo bet diouennet kriz-mantrus gant marc’heien an Urz Teutonek hag he deus lezet hec’h ano d’ar Brus, A. Lefèvre, Germains et Slaves, p. 193-4 ; L. Léger, Russes et Slaves, trede levr (Paris, 1899) p. 172.
  2. « Ganet eus eun doue », d’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 179.
  3. Kenveria an ano-den hen-geltiek Ivomagus « mevel Ivos ». En iwerzoneg hag e brezoneg ez eus geriou furmet en doare-ze : Mael-Uimi « moal (sklav) an arem », Mog-Nuadat « mevel Nuz », Mao-Doue « servus Dei » (kenveria Gwazdoue), Mao-Deiz « mevel an deiz », hag all.
  4. An enezenn anvet Tule gant Putheas, Skatinavia, Skandia, Skanzia gand an douaroniourien war e lerc’h.
  5. Kiepert-Ernault, Manuel de Géogr. anc. p. 321.