wevnded hag a nerz, eur marz[1] ! E ganmeuli a reas al loened. Evel-se eo o zrugarekaas Vindosêtlos evid ar skoazell o doa digaset d’ezan.
D’ar pempet kan-dour, e tiskennas ar c’hirvi stank ha diniver eus ar c’hoadou-pin m’o doa en em dennet enno e-pad ar glao[2].
En o fenn, e kerze ar Rouanez-Veur, en he harnez-brezel : he bouc’hal-emgann[3] en he dourn gwevn ha nerzek, hag, ouz he brec’h, eur skouedig arem kelc’hiek[4] ; war he fenn he zog-brezel kern-vegek en arem, outan a-ispilh eur seizenn c’hlas[5]. He brusk, neuziet-kaer, a oa gwisket en eur sae-vailhek arem ker gwevn hag o tereout ker reiz ouz he c’horf ma na rae da welout nemed unan gand he c’hroc’hen[6]. En he dargreiz eur gouriz ler bevennet a vetal, stag outan he gourgleze bras falzhenvel. En-dro d’he c’hroazlez ha d’he diou-vorzed eur verr-vroz mezer gwer kaeraet gant roudennou, kenlinennou ha trôellennou aour. Noaz ez oa he c’herc’hen hag he divrec’h, he diouhar hag he zreid[7].
- ↑ Kenveria Montelius-Reinach, Temps préhistoriques, skeudennou 152, 154 ; Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, oadvez an arem, skeudennou 168, 171 ; A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, skeudenn 171.
- ↑ Brehin, les Mammifères, II. p. 473 (kirvi-meur.)
- ↑ War vouc’hal-emgann ar Gelted, graet anezi kateia ha teutona, Rev. archéol. 1907, pp. 10-4 (skeudennou) ; Déchelette, Manuel, 3e kevrenn, pp. 1355-8 ; A. Bertrand ha S. Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, pp. 194-9.
- ↑ Déchelette, Manuel, II, kevrenn genta, pp. 239, 439 (skeudennou) ; Montelius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 91-2. Eus an doare skoued-ze eo e raed kaetra, ketra, Dottin, Manuel, p. 84.
- ↑ Tog-brezel kern-vegek ar Gelted, Déchelette, Manuel, II, 3e kevrenn, p. 1163 (skeudennou).
- ↑ Sae-vailhek ar Gelted, S. Reinach, Guide illustré du Musée de Saint-Germain, p. 62, skeud. 58.
- ↑ Ar re-ze eo gwiskamant hag armou an Amazonenn hetead kizellet war vann kleiz an nor e moger-reter Boghaz-Keui (Azi-Vihana). Engravadur war ar Rev. arch. 1910, p. 280. Nemed ar gourgleze falzhenvel hepken, kement pez a zo oc’h ober ar gwiskamant hag an armou-ze a gaver gand ar Gelted. Ar roudennou kaeraet gant kenlinennou ha trôellennou o kinkla ar vroz a zo bet unan eus doareou-kinklerez an ornadurez keltiek. Ar verr-vroz hec’h-unan, pe gompez pe genroufennet, a hanval beza bet ar pep penna eus gwiskamant Europiz en oadvez an arem, kent m’oa deut ar bragou e boaz. D’ar marevez kelt-ha-roman eman ar vroz c’hoaz anezi e gwiskamant an doue kavet en Hérange, Meurthe (Rev. arch. 1911, p. 222-3) ; douget eo bet beteg en hon amzer gant menezidi Bro-Skoz ha Palikared Bro-C’hres. — War Amazonezed ar mojennou gresiek, anezo end-eeun gant Heteïz belegezed-brezelourezed gouestlet da azeulerez doueez ar glen, Ma Bellona, sellout Sayce-Ménant, les Hétéens, histoire d’un empire oublié, pp. 81-3. 122-3 (Paris, 1891) ; Rev. de l’Hist. des Religions, 1913, I ; Ch. Picard, Ephese et Claros ; Recherches sur les Sanctuaires et les Cultes de l’Ionie du Nord, 1922, pp. 431-50. Eun doueez henvel ouz Bellona e-touez ar Gelted, Rev. des Et. anc. 1915, pp. 60-2.