Gwisket hag armet en doare-ze e c’hourlamme leun a neuz-vat hag a veurdez, kaer ha taer da welout, ha war he seuliou e kerze stank, o fri er vann ha dispourbellet o daou-lagad, an engroez kirvi[1]. Ha gand ar barr-levenez e taskrenas an draonienn dindan treid gwenn kalet an doueez. Ha da stouï d’ezi en em drôas gwez bras, krennwez ha brousgwez, hag an holl bodadou geot. Ha rec’hier ha mein ar menez a gasas daveti o youc’h a garantez. Adlavaret ha meuraet gand an hekleo, e voe douget ar youc’hadeg anezo betek bolz an nenv.
Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezi da drouc’ha eur vlevenn war zour ha da denna gwad d’an avel, e kouezas neuze hanter-glopennou, hanter-bennou, brec’hiou ha garrou distaget ha korfou faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol. Ruziet e voe gant gliz klouar an emgannou divesker gwenn ar vrezelourez betek he daoulin, hag, uheloc’h eget he daoulin, beteg ar gourem-traon eus he berr-vroz. War-lerc’h ar Vaouez-Veur, deut da heizez-vleinerez d’ezo[2], e treuzas armead ar c’hirvi al lennad-wad en eur vourbouilhat. An treid forc’hek anezo, o poueza stank-ha-stank war an holl