goueza warni bodadou uhel-varr ha blenchou elo-gwenn[1]. Lammat a rejont gand ar saeziou hag ar goafiou, o flaouia diwar nij en o figos hag o derc’hel en o c’hrabanou, terri an herr anezo, o distrei diouz o hent hag o lakaat da goueza er stêr, dinoazet ha brevet.
E-pad m’edo an evned o tizarbenn o c’hefridi a varo d’an daredou, an daredourien end-eeun eo a oa argadet gand engroez ar pevarzroadeged. D’an daoulamm-ruz ez eas d’ezo ar moc’h-gouez ouz o eilpenna hag o zoullgofa. An arzed, savet en o sav dirazo, o mougas dre deurel outo a-dro-vriad o faoiou blevek ha skilfek. Al leoned hag an tigred, sailhet outo war o choug, a waskas en o geol klopenn o fennou, ouz o straka evel klor-kraon. Ar bleizi a grogas o dent en o c’hof o tiframma o bouzellou er-maez. An olifanted, o zrompilh er vann, hag an tirvi, soublet ganto o c’herniel, oc’h ober d’an douar krena gand o redadeg, o flastras dindan o zreid, o skubas dirazo evel ma ra an avel d’an deliou.
Vindosêtlos a lugernas e sell pa welas al lazadeg. E benn a finvas a-gleiz hag a-zehou o heja e bennad bleo melen-aour. C’hoarzin ouz e salverien a reas hag astenn e zivrec’h daveto, ha leuskel, da gaout loened an draonienn, eur c’harmadenn a drugarez hag a anaoudegez-vat. Neuze e lammas war tost-kreiz ar vag ha, savet war veg e dreid, en em soublas en adrenv ken na zeuas ar c’huchennadou skedus diwar e gern da steki ouz e seuliou. Eus e benn d’e dreid edo e gorf-holl gwariet-koant evel eur gammed-rod. Eur rod, evit gwir, en he sav e-kreiz ar vag, ha hi gwenn, ruz-livrin hag alaouret, leun a yaouankiz hag a gened, a
- ↑ Diwar-benn nerz gwarezus ar blenchou elo-gwenn (leukê), hervez ar C’hresianed, hag ar gouestla ganto eus ar gwez-se da Herakles, gwarezour-meur ar c’hourenourien hag ar vrezelourien, sellout Rev. arch. 1908, II, p. 180. Kurunennou elo-gwenn (leukinoi) rôet d’ar c’hobrsoudarded kaloneka, ibid. ; graet ganto er goueliou lidet en enez Rhod en enor da Helios, S. Reinach, Phaéton, p. 2, n. 2 (tennet diwar Rev. de l’Hist. des Religions, 1908).