Vindosêtlos en draonienn en eur heda an holl gildrôennou anezi.
Gwella bageer ar bed-holl, ma klaskfe treiza ar c’henta eus daouzek treuz ar stêr, a vefe kerkent brevet ouz ar c’herreg hag islonket en douriou. Hennez ez oa bet tonkadur Vindosêtlos paneved ar skoazell a zigouezas d’ezan digand an eog Orkorix[1]. E dibenn ar c’han kenta e teuas an eog, hep gouzout d’ezan, d’en em lakaat dindan e vag ; he harpa a reas war e gein hag he ren e-kreiz ar c’hilredennou hag an trôennou, a-dreuz da gounnar c’houez ar stêr ha da gurun an douriou bras, etre treid ramzel an daou venez hag an dent-rec’hell o sevel eus an islonk. Ober a reas d’ar c’hoked mont gand ar gwaziou doun ha herrek en em zinaoue a-gleiz hag a-zehou d’al lammdouriou bras. Dic’hloaz e voe henchet gantan dre an treuz kenta hag her bleina a reas zoken da dremen an unnek treuz all[2]. A-drugarez d’an eog eo ne lezas ket Vindosêtlos e gorf hag e vuhez etre karvanou ar stêr.
Tremen ar gwall-froudou hep pensea n’oa nemet tec’hout diouz unan hepken eus an daou riskl o c’hortoz ar bageer en draonienn-hont. Gwasoc’h eged an daouzek karvan-vaen argadadeg an arc’houereed, daz-strolladennet ar bagadou anezo a-hed daou ribl ar stêr o tiwall ar red anezi. Tra dianat n’eo ket a be vammenn e teu an arc’houereed-ze. Bez’ ez eus anezo an êrevent o warezi ar gouennou du ha drouk eus ar
- ↑ « Roue an eoged ». Iwerzoneg orc « penn-moc’h » hag « eog », furm geltiek eus ar ger arianek a zo deut da porcus e latin, da farah en hen-alamaneg, da parszas e lituaneg, da porosja er rusianeg, Meillet, Dialectes indo-européens, p. 19. — Rix, iwerzoneg ha hen-vrezoneg ri « roue ». Ac’hano an anoiou-sent Riek (= *Rigakos), Riagat (= *Rigokatus), hag all.
- ↑ Kenveria Rev. archéol. 1909, p. 327.