Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/51

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —

holl. Tourtal a ra pouezus he fenn kornek[1] ouz ar speurennou roc’hek. Hogen ne glev ket an diou ramzez klemm ar strilhennig-dour a dremen etre o bizied-treid. En eur sevel da gaout an nenv o c’hougoulad glazvez, e sellont ouz ar bed hag e selaouont ouz kan an evned war o c’hern.

En tu-hont d’ar striz-odeou-ze e tigor ar meneziou, e tiskenn an diou c’hlann ; ar prajeier, ar c’hoadeier a weler o tont en-dro. E strad an draonienn ledanaet e tav tousmac’h an douriou hag ec’h adstager gand eur c’han-dour sioul.


Bageadenn Vindosêtlos war ar stêr.


Setu aman petra e voe bageadenn Vindosêtlos war ar stêr-ze. A-hed ar pevar c’han kenta eur glao-beuz a gouezas war an douar ha war an dour ma n’en devoa Vindosêtlos blevenn en e benn na neudenn en e doneg a gement na voe ket glebiet. A-hed ar pevar c’han da heul e c’houezas eun avel grenv en eneb d’an den yaouank, e doare ma teuas an holl vlevennou en e benn, an holl neudennou en e doneg da veza sec’h-tont. Hag a-hed ar pevar c’han diweza ez eas en he hent e-kreiz eur vorlusenn ken teo ken eus penn-aros e vag e-lec’h m’edo en e sav na wele ket ar paotr ar penn-staon anezi.

Er pempet kan, pa davas ar glao, e welas Vindosêtlos dirazan, en oabl, eur rod arc’hant gwenn-kann. E-kreiz eur grounnad morenn edo o ruilha. Eur c’hoziad hir-hoalet-tre, e zremm bet klanv ha manet gwan, en dije gallet para e zaoulagad war ar rod-ze, diboan-kaer, gant moug ez oa ar skleur diouti. En e c’hrounnad lusenn, evel eur c’horf-maro en e linsel[2], ene an heol tremenet eo a oa oc’h araokaat

  1. Kenveria an naered kornek skeudennet war bezioü-moneiz an Europ-kreiz, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, IV, pp. 24, 33 (skeudennou). Diwar-benn rei an naer pe an aerouant da geneil d’an dourredennou ha d’ar mor, S. Reinach, Bronzes figurés, p. 160-1.
  2. War ar boaz heuliet gand ar Gelted e marevez Hallstatt, da baka ar re varo hag an holl arrebeuri-kanv anezo, kirri, listri, armou, kinklerezou e goueliou pe wiadennou bras lin, sellout Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn, p. 638, n. 3 ; p. 832.