ar gwinver. Er pinegi-ze nes d’an nenv, bepred glas ha hesonus da c’houez an aveliou, leun a frond-balzam krenv, e kar Mamm-Veur ar Glen ober hec’h annez[1].
Ar c’hoadou, anezo holl zoareou gwez ar bed, a zo ivez o veva enno holl ouennou loened ar bed. Skrij ar bleiz hag eurc’h an arz a vez eilet eno gant yud al leon melen-gell hag an tigr briz-roudennek. An olifant hir-zentek a striv da ziskar gwez e lezenn ar frankizennou m’eman o peuri enno an ejen-meur hag an ejen-moueek. A wezenn da wezenn e lamm, a gevret gand ar gwinver, bagadou trouzus an abana denhenvel[2], e-keit ha m’eman o torc’houenia e-mesk ar geot pe e-kreiz ar rec’hier naered, anezo ker gwaz euzadennou hag ar re a vev en Afrik.
Dre ma nesaer d’ar froudou ha d’al lammdouriou e teu dishenvel an draonienn. En em dostaat a ra an daou venez. Herr bras a sav war gas an dour. An diou c’hlann, oc’h uhelaat, a zeu roc’hellek, serz, toullet a geviou tenval m’en em daol drezo an dour en eur drôenni ha ma klever o tifronkal enno lenv an Islonk. Damc’houde, da gleiz ha da zehou, e teu an diou ramzez-vaen, paket en o mantell geot ha gwez, da azeza er ribl o souba o zreid er stêr. Strisaat a reont he hent d’ezi. O skeud pounner ha divent a daolont war he douriou. Naer-zour dalc’het e doun eur sanig tenval, ar stêr a yud, en em we, en em zifret, eonennet ha kounnaret-
- ↑ Glen a dalv aman an « Douar » lakaet da genver an Nenv. An dalvoudegez-se eo en deus kemeret ar ger glen e brezoneg-krenn. Kenveria pez-barzoniez Jaffrennou-Taldir diwar-benn an Douar : « Traonienn c’hlac’harus, goloet. — Gant koumoul ha tevalijenn » hag all (An Hirvoudou, p. 13). Er yezou nevez-keltiek all, m’eman enno er boaz-pemdez, n’en deus ken talvoudegez nemet « traonienn ». — Diwar-benn Doueez-Veur an Douar gand ar Gelted, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 123 ; Loth, le dieu Lug, la Terre-Mère et les Lugoves, Rev. archéol. 1914, pp. 205-28 ; Toutain, le couple Mars-Bellona, Cicolluis-Litavis, Rev. des Et. anc. 1915, pp. 60-2. Hag all.
- ↑ « Henvel ouz an den, furm-den, stumm-den » (diouz skouer leuhenvel « leonhenvel, henvel ouz eul leon », Loth, Chrest. bret., p, 144). — Abana « marmouz » en hen-geltieg. Eus ar c’heltieg ez eo tremenet ar ger er germaneg. Ac’hano ar saozneg ape. Amprestet digand ar saozneg eo ar c’hembraeg epa, ha neket deut war-eeun eus ar c’heltieg.