Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/53

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

bed, an anaon eus ar gouennou-ze hag eneou ar re o deus torret al Lezenn. Holl en em zastumont en draonienn-hont er C’hornog evit herzel eno an heol bep noz. Stigna rouedou a reont eus an eil menez d’egile, koulma geotennou[1], toulla trapedou, enaoui tantadou a geuneud glas ha gwall-louzeier da sevel eur moged du, teo, mougus ha flêrius. O saeziou kontammet a ziwaregont ouz evn-roue an Deiz. E c’hloaza a reont hag e ziskar d’an douar. Hag i sailha warnan hag e dacha ouz al leur gant beg o goafiou. A-zruilhad e pignont war e gorf d’e voustra dindan o zreid hag o daoulin, d’e vouga etre o daouarn. Eva e wad a reont. Ha diframma e bluennou liou tan hag aour a gasont ganto da gellïes a envorenn-drec’h. E gorf diwad ha dibourc’h a daolont er stêr hag ar stêr her c’has d’ar mor. Da viken e vanfe ar bed beuzet e tenvalijenn an noz hag ar goanv panevet d’an tri drouiz dont bep beure war varc’h a-dreuz d’ar mor. Hag i chom a-zav e-tal ar c’horf-maro bras, ha dre o c’harmou galloudek gervel en-dro e ene ennan. Gwad, anal ha gor ar vuhez a zaskoront d’ezan.


Maouez Vras ar Menez.


Raktal ma voe krog da grozal an daboulin-vrezel, eus troad pep gwezenn, eus pep bodad geot, eus pep roc’hell, eus pep toull en douar, e tilammas êrevent morlivet, êrevent du, êrevent ruz, êrevent melen, a rae ged war an draonienn. Diredek a rejont er ribl en eur deurel o garm-emgann. Ha setu ar saeziou, ar goafiou kontammet o teraoui nijal evel kazarc’h a-us d’an douriou. Hep benveg ebet da eilstourm, hep tog-brezel, na skoued, na hobregon d’en em warezi, e zivrec’h hag e ziouhar ez noaz, hep ken kabell nemed e vleo melen hir, hep ken gwiskamant nemed e doneg wenn bevennet a limestra, faezet ez oa Vindosêtlos panevet da groz an daboulin, a ise outan enebourien a-vordilh, beza dihunet war eun dro eur geneilez c’halloudek. An dourni he zennas eus ar vougeo e-lec’h m’edo kousket e lein ar menez. Vindosêtlos,

  1. Frazer, le Rameau d'or, I, p. 126-7.