« Ar Maro, emezan, a zo eun aerouant euzik ha fero, d’ezan neuz eun den, pigos eun erer, eur bleoad naered hag eun diskouarn marc’h. Golôet eo e gorf a blunv evel re ar gaouenn. En e dreid ez eus skilfou henvel ouz re ar gup. Kregi a ray ennout, ha da stleja gantan dindan zouar en eun toull leiz, yen ha tenval. Fank hag uloc’h az po digantan da zibri ha dour-haouez da eva. Diframma a ray diouzit da holl zilhad ha da skei gand e vorzol. Da flemma a ray gand e naered, da ziskolpa gand e bigos, da vourrevi heb ehan na didorr[1]. »
Trouc’ha a reas ar paotr war an dezrevellad-ze :
« Amzer n’am eus ket, emezan, da selaou ar sorc’hennou diwanet e penn kantreerien estren ha sklaved. »
Artaios a ziskouezas d’ezan en diabell eur roc’h en he sav-sounn war glann ar stêr hag a skeudenne en dour splann he fenn tribegek :
« Pa vi aet ebiou d’ar roc’h trifennek-hont, e nesa pleg-tro ar stêr, e c’houezin em c’horn-boud arem. Re ziwezat e vo d’it neuze da gaout koun eus va c’helenn. A bep tu e savo diwallerien an draonienn, hag an daredou kontammet diouto az kourvezo maro-mik e strad da vag. »
Eus a greiz ar raoskleg, war ar ribl all, e savas mouez Bedaios :
« Ez keler eo e verdeez, Iovinkillos[2], eme an doue.
« Klev petra e vo da donkadur, emezan, ma talc’hez da vont war an tu-ze. Biken ne stoko da askre ouz askre plac’h yaouank ebet[3]. Biken ne zigemeri a-ziwar he divrec’h ar mab he devo ganet d’it. Pennou-renerien da bobl ne welint ket da zremm, ar varzed ne ganint ket da guriou, ar re goz
- ↑ Kenveria an êrevent a oa, diouz ma krede an Etrusked, da ambroug an anaon dindan zouar, F. Poulsen, Etruscan Tomb Paintings, pp. 49-59, skeudennou 35, 36, 46. Diwar-benn levezon sevenadur an Etrusked war sevenadur ar Gelted, Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn, pp. 515, 527-8, 747-8, 861.
- ↑ « Den yaouank ». War ar ger-ze ha war ar furm anezan e romaneg, Dottin, Langue gauloise, p. 263. Kenveria al les-ano Maponos « den yaouank » rôet da Apollo war an enskrivaduriou.
- ↑ Eul lavar henvel a zo e Mabinogi Kulhwch hag Olwen : « Me a dou e vo da donkadur d’it na stoki ket da vrennid ouz hini eur plac’h ken n’az po bet Olwen, merc’h Yspaddaden Pencawr. » Loth, Mabinogion, I, p. 190 (kenta mouladur).