ne veulint ket da eveziegez, an danevellourien ne roïnt ket da anaout da ano d’ar rummadou da zont. Rak gwelet ne vezi bet nag e bodadegou-peoc’h nag e bodadegou-brezel tud da ouenn ; rak divruta, mezusa maro az pezo kavet aman, evel eur gaouenn, d’an abardaez-noz, e korn eur park, dindan tenn-saez eur c’houeriad.
— Aner d’it diougani ouzin ! eme Vindosêtlos. A c’hoarvezo ganen mar bevan, na c’hoarvezo ket mar marvan, kement-se n’eo ket d’in her c’houna. Eur gourc’hemenn am eus bet digant va zad. Pe veo pe varo, pe em sav pe gouezet, e kasin an dreizadenn da benn en noz-man, hag e rin !
— Ez varo e vezo neuze, ha kouezet, evel kement o deus her graet ez raog ! »
En e zourn e kemeras eur c’houitell arc’hant a oa en e gerc’hen, hag e lavaras :
« Eur c’houitelladen gant houman, pa vezi aet ebiou d’ar roc’h du-hont, hag eman ar maro warnout.
— Ra zeuio ! » eme Vindosêtlos.
War ar roc’h he zri-fenn edo en o sav teir garan an diweza Kelenn[1]. Pa weljont ar vag o nesaat, e tigorjont o beg da safari a-bouez-penn. Kemenn a rejont en o yez d’ar paotr yaouank mont war e giz...
En e raog, avat, ez eas ar paotr ! Neuze Artaios a gasas d’e c’henou e gorn-boud arem[2]. Bedaios a dosteas d’e ziweuz e c’houitell arc’hant, ha taboulin-vrezel vras an arc’houereed, diwallerien ar stêr, a grogas da leunia an draonienn gand eun trouz-kurun.
Ez an da lavarout breman e berr-gomzou petra eo da welout stêr Dumnissa, — a ra hiniennou anezi Tollobra[3],
- ↑ Kenveria Rhys, Celtic Heathendom, pp. 331-4.
- ↑ Soner kammgorn {lituus} o kornal donedigez an den maro, Poulsen-Andersen, Etruscan Tomb Paintings, p. 54, skeudenn 40. Kammgorniou en Iwerzon, Joyce, Social History, I, p. 584, sk. 157.
- ↑ Eus *tollo-, iwerzoneg toll, brezoneg toull. Kenveria an Toulloubre, eur stêr eus ar Brovans, keo-tre an naoz anezi, Rev. des Et. anc. 1907, p. 262.