Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/46

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

war rec’hier ar ribl dehou, Bedaios[1] e-kreiz raoskl ar ribl all.

« Eun doue enebour eo a c’houezas an avel he deus da zigaset beteg aman, eme Artaios. N’eus nemed ar re varo a gement a dremenfe dre an draonienn-man. Ha war da zivoc’h, war da gorf e welan o livrina ruzder ar vuhez. A-vec’h ma ’z out deut er-maez a vugel, hag e teuez d’al lec’h ma paouez gand e redadenn Koziad peb abardaevez[2]. Kea war da giz, mar gellez. Gwell tremen an noz er-maez war ar mor eget dont-tre aman.

— N’her grin ket, eme Vindosêtlos. Beo pe varo, e renkan diskenn ar stêr en noz-man.

— Maro eo he diskenni, evel kement-hini-all a zo bet ez raog, eme Artaios. Ha ne doujez ket ar maro ?

— Penaos hen doujfen ? eme ar paotr yaouank. Dalc’hmat en-dro d’eomp, dare da zont d’hor galv, d’hor gwaskedi gand e skoued, ha n’eo ket hen hor breur, hor c’heneil, hor c’hile ? E c’hoar hor gwall-gas alïezik, ar Maro avat n’her gra nepred. An ehan a ro d’eomp pa c’houlennomp ; tennet e vezomp gantan a-zindan taol hon enebourien, diwallet diouz mez ha klenved, diouz sklavelez ha kozni. Dizaon e fiziomp ennan enor hon tiegeziou, leala gwarezour ma ’z eo ! Eur brezelour kaer eo-hen, aour e ziouaskell, steredennus e dal[3]. Davetan e kerz laouen hor gwragez hag hor bugale. An diavêzidi a gren rag ar Maro ; evidomp-ni, avat, hen anavezomp evit beza eus hor gwad. Hor breur eo, hor c’heneil hag hor c’hile !

— Fazia a rez, eme Artaios ; kelennet fall ez out bet, sklerijennet a-dreuz, touellet gant da vistri.

  1. Ano-doue diveret eus *bedo « foz ». Lakaat e kemm Bedos, ano-stêr, Beda, bourc’h eus an Drevired, hag all ; Rev. des Et. anc. 1919, p. 147 ; Mémoires de la Société de linguistique, XXI, p. 23.
  2. An heol a vont da guz, moarvat. Lakaat e kemm an ano Senodonnos « an aotrou koz » graet e Vvet levr ar Sketla eus an heol kaset da benn gantan e redadenn.
  3. Kenveria Anthr. 1909, p. 197, skeudenn 9, hag, e-touez ar C’hresianed, Apollo, war eun dro doue an heol ha doue ar maro. — Diwar-benn an emlaza gand ar Gelted koz, sellout ouz an Notennou, XI, pp. 31-33.