Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/43

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

tarvoal, a oa gwenn ha lufr evel olifant, hag ouz e elgez e touge eur barvig loued. Soubet en dour edo e gorf hag, e gilpenn war goubenner glas ar c’hoummou, serret e zaoulagad ha tro e zremm ouz an nenv, e chourveze luskellet gant houlennadou e vorviled. Pa glevas trouz ar roenvad, e savas e vouez hep trei e benn, hep digeri e zaoulagad.

« A-vreman eman er porz an hini ez raog a zo henvel ouzit. Bez difre, pe tizet e vezi gand an noz e-kreiz ar mor. Da belec’h emout o vonet, moritex[1], emezan ?

— Da aber stêr Dumnissa, eme Vindosêtlos.

— N’en em gavi ket di abarz an noz mar dalc’hez da gerzout evel ma rez, eme ar mesaer. Aber ar stêr a zo dirazi eur c’haead skosellou ma tremen a-dreuz d’ezan, en eur c’hourdarza, ar mor-Bras a-bez. Kas a zo eno war an dour, eun euz her gwelout ! Ha kilredennou dreist da gement a oufes kredi. E-kreiz an denvalijenn ne vezi ket evit digouezout gand ar ganol. Brevet e vo da vag ouz ar c’herreg. Beuzet e vi er mor !

— Striva a rin da zont a-benn eus ar risklou-ze, eme an den yaouank. Kiza razo, avat, n’hellan ket ober ! Gourc’hemennet eo d’in gant va zad ma ’z afen emberr da c’henou ar stêr ha ma tiskennfen ar red anezi e-pad an noz.

— D’ar maro eo ez aez, eme an den. Re yaouank ez out ha re gaer da vervel.

— Hag hounnez eo ar gentel ac’h eus bet digand ar vuhez ? eme ar paotr e vleo melen-aour. Yaouankiz ha kened n’o deus ket d’ober aman. Gwell eo ganen kaout eur maro enorus em oad floura eget stleja war an douar, e-doug bloaveziou, eur gozni didalvez. Pe vern d’in em sammfe an Ankou eun nebeut bloaveziou abretoc’h eged ar re-all ? Holl e rankint eun deiz kemerout penn an hent am eus kemeret, tremen an treuzou am eus tremenet. Beteg an doueed hag ar ramzed a yel ebiou ! Hag e finvezo ar bed. Ar Maro, diezan e-unan, n’eus netra a euzik ennan. Breur gevell eo d’ar Vuhez : ganet int en hevelep deiz, hag i ker-kaer-ha-ker-

  1. « Beajour war vor » e keltieg, Rev. celt., XV, p. 243 ; XXIX (1908), p. 261. Kenveria ar c’hembraeg mordaith « treiz-mor », a c’houlenn da vammenn d’ezan an hen-c’her *moristeigos, hag ivez an iwerzoneg techt « ar mont ».