sell en em astenn, gant loened-chatal Liros[1]. Eun euz ez oa ar chatal-ze da welout. Pesked a oa eno hag i kement ha krec’hiennou. Darn a oa du-peg o liou, re-all briz-marellet, re-all gwenn-erc’h[2]. Kirvi-meur ha tirvi-gouez eus ar vrasa ment o dije gallet bale en o ec’hon war ar c’hein anezo : brasoc’h eget mouilc’hi war gein eun ejen ne vijent ket da welout. Flistradennou dour-gliz a zeue er-maez eus o fronellou en eur skiltra bouzarus. Hiniennou a oa ganto e beg o fri eur c’horn olifant keit ha ker sounn ha krenva goaf eur brezelour. An dour a skôent gand o lostou hag o angellou ledan-iskis. C’hoari a raent etrezo o vont an eil war-lerc’h egile buanoc’h eged ar marc’h buana. Emaez an dour e lamment hag ec’h adkouezent ennan gand eun trouz-kurun. Kaset-digaset dre o meskadeg e hanvale ar mor beza keflusket gand eur gwall-varrad-amzer.
Re ziwezat ez oa anezi evit ma raje Vindosêtlos an dro d’ar bagad miled-ze a gaee outan eus an eil penn-dremmwel d’egile. Ha beza strafilhet an dour, e skôas, eta, etrezeg enno, hag e tizas tremen dre o c’hreiz hep goueledi. En tu-hont e welas ar mesaer Barrivindos[3]. Eur c’hoziad mentet-marzus ez oa-hen. Daou ilinad da vad ez oa an dremm anezan eus an eil skouarn d’eben, ha tri ilinad eus e elgez d’e dal[4]. Ha kevatal diouz ment e zremm ar peb-all eus an den ! E glopen,
- ↑ Deut da Lir en iwerzoneg, Llyr e kembraeg, ano ar mor-Bras ha penna doue ar mor-Bras. Hen eo Neptunus Kelted Enezennou ar Gwalarn.
- ↑ Evit gwir bronneged-mor ez oant eus gouennad ar meurviled (cetacea). E-touez ar re a glotfe evid ar vent hag al liou gant taolennad ar Sketla, ha m’edo darempredet ganto moriou Keltia, e c’heller menegi : an delfin gwenn (delphinapterus leucas), 7 metrad hed, tri metrad tro ; an delfin du (globicephalus melas), 6,60 metrad hed, 3,90 metrad tro ; an delfin frikornek (monodon monoceras), 6 metrad hed ; ar c’hrankal dentek (physeter macrocephalus), 23 metrad hed, 9 metrad tro ; krankal Boops (balaenoptera Boops), 34 metrad hed ; balum an hanternoz (balaena mysticetus), 22 metrad. Sellout ouz Brehm, les Mammifères, II, pp. 823-62.
- ↑ War an ano-ze sellout Rev. celt. 1901, p. 342 ; Loth, Chrest. bret., p. 42.
- ↑ Ilinad eus 0,44 metr ; sellout ouz an Notennou diwar-benn ar Gelted, V, p. 4 (kenta mouladur), p. 8 (eil mouladur).