Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/41

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

da vont-tre. Goude-ze, ec’h enaouas an den du eun eteo, ha lakaat an tan er vag, ha bouta houman gand e skoaz daved an dounvor[1]. Gand an herr a oa bet lakaet enni e pellaas ar vag diouz an aod, goustad da genta, buanoc’h da c’houde. Eeun-tenn ez ae war-du ar c’huz-heol ha d’he heul ez eas Vindosêtlos en e vagig. P’edo o vont war-raok, e welas-hen an den du o tizoura ar c’harr hag ouz hen deren en-dro d’ar gêr. Kerzout a rae e-tal e loened hep sellout en a-drenv. O-unan e vanas ar merc’hed yaouank war an teven. Hag e lenvent, e tifronkent, eun druez ! O diouvrec’h a astennent etrezeg ar paotr maro o vont diouto war e vag entanet, hag e c’harment : « Tekos ! Tekos ! » Evel-se ez anavezas Vindosêtlos ez oa ar paotr yaouank hevelep ano gantan...

War devel ez eas garmadeg ar merc’hed, hag e steuzias an enezenn en dremwel. Trôet gantan e benn en a-raok, e welas Vindosêtlos e tec’he buanoc’h-buana bag an hini maro. Pell-pell araozan edo breman, kelc’hiet-holl a flammou, ha war-nezik en em unani gand an heol, a oa aet traon ar gantenn anezan stok ouz ar mor. Lagad an Deiz[2] o vervel a denne davetan an den maro. A-vec’h ma c’helle Vindosêtlos diforc’ha an eil diouz egile.

Ar vag en em gollas e kannder al Lagad. Ha setu Vindosêtlos adarre e-unan-penn war ar mor divent, Edo e genveajour, n’en doa bet nemetan a-hed an devez-se, war vont da gimiadi. Hag etre hiraez an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosêtlos eur vras a anken o voustra e galon, rak seul roenvadenn a rae, e pellae diouz an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantan evel eun diougan a varo.


Mesaer-chatal Liros.


Beuzet edo an hanter eus ar Rod er bed izela pa zigouezas Vindosêtlos en eur rannvor a oa golôet, keit ha m’helle ar

  1. Lakaat e kemm kanvou Balder, Rhys, Celtic Heathendom, p. 531 ; Anderson-LecIercq, Mythol. scand., p. 113-4 ; Frazer, III, p. 458 ; D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 331-2, 342.
  2. Kenveria al lagad skeudennet war ar peziou-mouneiz keltiek, ag an iwerzonek suil « lagad », brezoneg heol.