kaer. Kazel-ha-kazel ez eont war an hent en hor raog, o wigna d’eomp dont d’o heul. An Aon, ar Vriz-kredenn hag an Diouiziegez eo a laka ar maro taer da welout d’an dud. Neb en deus trec’het d’an tri Spez-se a vezo en e gerz eur peoc’h n’oufe tra ebet strafilha ken hiviziken.
— Piou out-te, eme ar ramz, hag a belec’h e teuez ?
— Eus enez Abalos e teuan, eme an den yaouank. Me eo Tekos, mab Kintus, a ouenn Vanos, mab Belios. Eun ano all hag eun tad all am eus en enez Abalos. Eno e reer ac’hanoun Vindosêtlos, mab Vissurix.
— Da skora a rin en abeg d’az kouenn ha d’az tad-mager. Heman eo unan eus an tri drouiz a zo o harpa ar bed. »
Segons, Mogons ha Nodons[1] am eus klevet ober anezo a-wechou. Kuz ha dianat, avat, o anoiou gwirion[2]. Segons eo a vez anvet Vissurix en danevell ma ran kel anezi. Ha setu aman perak : dre ma ro ar Ouiziegez trec’h, braster ha mestroni.
Barrivindos a lakeas e zourn war ar vag hag a reas d’ezi redek a-diz. Eun arvor a savas dirazo. Tornaodou ez oa ha tornaodou c’hoaz, maen du, uhel, divent, tenval da welout, heb an distera traez da zouara en o harz, hep na derez, na trouc’h, na ravent ebet da grapat gand an tor serz anezo. An douar a zifennent, meneziek ha koadek, a ziskoueze beza digenvez ha gouez. A-zirag an tornaodou, war eur bras a ec’honder, edo gwenn-holl ar mor gant eonet ez oa. Holl
- ↑ Hervez an notenn vrudet eus ar Senchus-Mor, an tri drouiz kenta a oa anvet Fius « gouiziegez », Eolus « skiant-desket » ha Fochmarc « enklask ». Int-i eo o deus krouet an nenv, an douar hag ar mor, an heol, al loar hag ar bed-holl. Bez’ ez oa anezo kent an doueed, pa ’z eo deut ar re-man eus an nenv hag ar mor, diou grouidigez gand an drouized (Rev. archéol. 1878, pp. 384-95). War *Segons ha Mogons sellout D’Arbois, Noms gaulois, pp. 78-82. Geriou-etre d’an amzer-vreman eo ez int, tennet eus *segu « e tiraezan, e c’hounezan », *mogu « e vrasaan ». Nodons (tro-c’henel Nodontos) a zo ivez anezan eur ger-etre a dalveze, gwirhenvel, kement hag « an hini a binvidika » pe « donezoner ar pinvidigeziou » (Rhys, Celtic Heathendom, p. 128).
- ↑ Ne deurveze ket d’an drouized e vije bet diskuliet d’an holl anoiou an doueed, evit na vije tud nemeto ouz o anaout, solis nosse deos, eme Lucanus, I, gwerzenn 452. Kenveria Rev. des Etudes anc., 1919, p. 146-7.