harpa warnout-te, ha neket war ar re-all, diouz fiziout ez nerz, ez strivou da-unan, ez ijin, ez meiz, ha neket e re da hentez[1]. Gra da lorc’h eus en em zibab da-unan-penn. Ra vo da armou, da vinviou, da zilhad labour da zaouarn. Sav da di. Aoz da voued. N’az pez mevel nemedout[2]. Na zigemer skoazell den. Na zeued ez kerz rôad digant den ! En em varreka da c’houzanv noz, arne, gouelec’h, hirnez, tommder, naon, sec’hed, skuizder[3]. Bez gourdon da embreger a bep doare risklou, ha menel en o c’hreiz difrom atao ! Dre-ze e vezi gourdrec’h d’ar Riskl[4]. Mar en em santez douget d’ar merc’hed mui eget na zere, kemer ar pleg, er bodadegou, da sellout ez yen ha digas ouz kened ar plac’hed yaouank[5]. E-touez holl verc’hed Manos n’en em ro da garout nemed unan. Ouz ar re-all sell evel ouz c’hoarezed, ma c’hellfes kaout lorc’h, — orged ebet, avat ! — gand ar gened anezo. Mar braouac’hez rag ar mor, rag ar c’hoummou o heja e c’horre, rag ar morviled oc’h euzi e islonkou, kae da-unan en eur vagig en dounvor pell diouz pep douar, ha rog an donn gant staon da gokedig, ken n’en devezo an tozelladur trec’het ennout war an aon. Mar heugez rak trevell garo ar gwastadour hag ar c’halvez, kae da vernia war glann hag en aber ar stêriou ar prenn hag ar pri ma vo savet diouto harzou ouz an dour. Mar n’ac’h eus nemet diegi ouz micher sioul ar gounideg, kae da-unan gand eur re ejened e-kreiz al lanneier ; sav eno da logell, digor an dirienn divat ha gra d’ezi teurel eost. Mar fromez rag al loened fero, kae da-unan er c’hoad da argas ha da laza ar bleiz, an arz, an ejen-meur[6]. Rag an den eo e krenez ? Kae da ober ged da-unan-
- ↑ Cf. Demolins, A quoi tient la supériorité (sociale) des Anglo-Saxons, p. 358.
- ↑ Cf. Rev. des Deux-Mondes, 15 a wengolo 1887, pp. 436-7.
- ↑ Cf. Reclus, Europe du Nord-Ouest, p. 375.
- ↑ G. Le Bon, la Psychologie politique et la défense sociale (navet miliad), p. 109 ; Lois psychologiques de l’Evolution des Peuples, pp. 28-31.
- ↑ Kenveria Cnaeus Naevius : Contempla placide formam et facieni virginis, Fallex, Anthologie des poètes latins (Paris Lemerre), I, p. 3.
- ↑ Kenveria G. Le Bon, Psychologie de l’éducation, p. 261-2 (eus ar pemzekvet miliad).