Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

— Penaos e tizer d’an nerz ha d’ar skanvded-korf ? eme an drouiz, Ha n’eo ket dre boelladi bemdez e-doug miziou ha bloaveziou ? Ha, tizet an nerz hag ar skanvded-ze, penaos o mirer ? Ha n’eo ket dre zerc’hel gand an emboellad a-hed an holl vuhez ? Dre an emboellad eo e c’hounezi nerz ar mennerez, dre an emboellad eo her miri[1].

— Ha penaos pleustri war nerza ar mennerez ? » eme ar paotr. Vissurix a eilgerias : « A zo mat da ober, stag ganti ! Ac’h eus mennet da ober, her gra ! A zo bet boulc’het ganez, her c’has da benn ! Al labour-bemdez ker kalet bennak hag e ve, stourmad pep deiz-goulou, ken divrud bennak hag e vefe d’it da welout, dinec’h, dilaosk, diheug ha diglemm o c’hasi da vat, sart, laouen, en eur c’hoarzin. En em voaz da drec’hi ennout pep semplaënn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad-diegi, pep skuizder, pep hiraez, pep gourvenn, pep erez, pep kamm-drivliad da galon, pep fallaënn da ene, pep treuz-kammed da spered. Mar n’hellez ket stumma an dud diouz da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da veza stummet gand an dud hag an darvoudou, nemet a-youl e plegfes da ze e sell eus ar Vad, rak n’eo ket eun dervenn start ez eo, ne vo biken eur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traou a-ziavaez. Na glask ket dreveza ar re-all, nag en o gwiskamant, nag en o c’herzed, nag en o emzalc’h, nag en o doare prezeg, menozia pe oberia. Na c’hoanta nag o c’heneilder, nag o meuleudi, nag o strakadou-daouarn[2]. N’o c’hemer ket da varnerien war da vuhez. E pe lec’h ha gant piou bennak e vezi, ne vern e-mesk pe zarvoudou bennak ez po da emellout, en em voaz da chom ez tu da-unan dalc’hmat, evel eun enezenn e-kreiz ar c’hoummou, evel eur menez en avel hag er c’houmoul. Gra diouz en em

  1. Science sociale, Genver 1910, p. 86-7.
  2. Science sociale, Genver 1910, pp. 80-7.