penn er roudouriou, e bevennad ar c’hoadou, war gern ar meneziou. Mar doujez divrôa, kae, e-kreiz brôadou estren, d’en em ouestlaoui da vesaer[1], da vicherour[2], da soudard[3]. Rak beza breinet ganto da ziwall ez eus, avat ! N’en em lusk ket d’o c’harout, d’o meuli na d’o heulia. Na azeul ket o doueed, na gehel ket o zud-veur ; na zigemer nag o yez, nag o gwiskamant, nag o giziou[4]. Hogen, gra da vad eus kement tro-vicher, eus kement benveg, eus kement klao-brezel talvoudus a gavi e boaz ganto ».
Meur a vugel a voe savet e Moridunon a-unan gant Vindosêtlos. Ne livirin tra diwarno, dre n’eman ket a-unvan an danevellou diwar-benn an anoiou hag an niver anezo. Advibien a zo bet da Vissurix, eur maread, o veza ma voe fiziet ennan da ziorren ar pep muia eus bugale an doueed. E-touez an diskiblezed anezan, ar re vrudeta, moarvat, eo nao merc’h Belenos. Ne voe ket savet Vindosêtlos war eun dro ganto. Pell kent e c’hanedigez ez oa anezo merc’hed bras, bet peurgelennet, hag a rede ar bed. Boas ez oant da zont, bep bloaz, da dremen eur penn-devez en enezenn. Neket e Moridunon eo e tiskennent, hogen war glann ar vammenn-dour, e-kreiz an enezenn. Eus lein an oabl e tigouezent, en elerc’h gwenn-kann ha mentet-dreist. Eur wech en em gavet war ar c’haled, ez oa anezo merc’hed yaouank, bras ha kaer kenan. En eienenn ez aent da gouronka. Deut er-maez, e c’hoarient war ar c’hlazenn. Berzet ez oa bet gant Vissurix d’e advibien mont d’al lec’h ma ’z edont ha sellout outo. Ha n’oa den a gement a garje terri ar
- ↑ Mesaerien hag arerien geltiad e-metou ar brôadou estren, Notennou, VIII, pp. 7, 21, 25 ; XII (kenta hag eil kevrenn), pp. 38-9, 40.
- ↑ Micherourien, Notennou, VII, p. 44-5 (Heliko).
- ↑ Soudarded, Notennou, III, p. 29-30 ; XII (kenta hag eil kevrenn), p. 43-4.
- ↑ G. Le Bon, Lois psychologiques de l’Evolution des Peuples, p. 108-9 (eus an dekvet mouladur).