an Azi, an ejen moueek n’eus ken anezan hizio nemed en eur c’hoad eus al Lituania ha war dinaou hanternoz an aradennad-veneziou Gokaz, e-harz menez Elbrouz, demdost da vammennou stêriou Terek ha Kouban. Skeudennet eo bet alïes, en hen-varevez ar maen, gant hemolc’herien an Europ-kornog (S. Reinach, Répertoire de l’Art quaternaire, 1913, pass.), ha, d’eur mare nesoc’h d’eomp, gant lien-zelwennerien bro-Galdea. Dindan an ano a Daro Nenvel en devoa e lec’h merket e doueedoniez Kaldeïz hag e voe an neuz anezan pimpatrom Taro penndenek an Assiriaded (Breuil, le Bison et le Taureau céleste chaldéen in Rev. Arch. 1909, 1, pp. 250-4).
Diouz e du, an ejen-meur a zo bet skeudennet meur a wech gant Hen-Gretiz (dreist-holl war unan eus gobedou aour Vaphio) ha, gwirhenvel-mat, ez eo diwar an nerz hag ar feroni anezan e voe ganet mojenn vrudet ar Minotauros (Dussaud, Civilisations préhelléniques, eil mouladur, pp. 66,71 ; Hazzidakis, Tylissos à l'époque minoenne, Paris 1921 ; cf. Anthr. 1922, pp. 555-6). Eur ouenn peur-gollet n’eo ken hizio ; hogen, er XVIet kantved goude H. S., ez oa c’hoaz eun nebeut anezo e Mazovia hag e Lituania ha taolennet eo bet gant meur a skrivanier eus an amzer-ze, Austrianed, Alamaned ha Poloniz. Dishenvel ez oa en-holl-d’an-holl diouz an ejen moueek.
An ejen moueek a zo d’ezan eur c’hein kroumm o sevel en eun dorgenn etre e ziou-skoaz. E gerniel, bihan diouz e vent (50 santimetr), a zo pell-bras an eil diouz egile, rak, e lec’h beza, evel re an ejened all, war gern e benn, e savont en daou du anezan, etre al lagad hag ar skouarn. Eun hir-varo a c’holo e zioujod hag e elgez, hag eur stank a vouead e benn, e c’houzoug, e ziskoaz hag e vrusk. Gell-moug peuz-du eo ar bleo anezan er goanv ha gell-kistin-flamm peuz-louet en hanv.
An ejen-meur, en eneb, n’oa d’ezan na torgenn, na baro, na moue.
Peur-henvel ez oa ouz an ejen donv, nemet brasoc’h ha krenvoc’h. Diwech brasoc’h ez oa e benn eget hini an ejened a vrasa gouenn breman, hag ez oa mentet kement hag an ejen moueek, pe zoken dreist d’ezan (an ejen moueek a hell tizout 2 metr 16 santimetr uhelder, war 4 metr hed ha