Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 148 —

kevannezour, kevanneziad habitant ; kevannezus habitable, avantageux ou agréable à habiter ; — krennwez arbrisseau (brousgwez arbuste) ; — delwenner statuaire, imagier ; — digenvez g. solitude ; a. g. solitaire, désert, isolé ; beva ez digenvez vivre solitaire ; — doueedoniez gg. mythologie ; — da heul emzalc’h contenance... staga « retenue » ; — enbrôa (gwin) importer (du vin).

————
DA REIZA ER GEVRENN GENTA


P. 14, eil dilinenna, ger diweza, lakaat kement-man e notenn ouz traon ar bajenn : — Taolennet alïes a-walc’h eo an obidou war an izel-vosou kaeraet ganto beziou hen-boblou ar Reter-Nesa. Gwelout, da skouer, gand an Etrusked (pobl genidik eus an Azi-Vihana) an Tomba del Morto hag an Tomba del letto funebre, Poulsen, Etruscan Tomb Paintings pp. 16-40, sk. 9, 34. Diwar dishenvel awenadur eo izel-vosou ti-kanv Mausolos, kizellet ma ’z int bet gant Gresianed war-dro ar bloaz 340 kent H. S. An testou anezo a zo emgannou etre Gresianed hag Amazonezed. Dilerc’hadou ar Mausoleion, dizouaret gant Newton e 1857, a zo leuniet ganto e Londrez, er Mirdi breizek, eur sal a-bez (Mausoleum Room), S. Reinach, Apollo, histoire générale des Arts plastiques, trede mouladur, Paris, 1906, pp. 61-2 ha sk. 89 ; Baedeker, Londres et ses environs, navet mouladur, Leipzig, 1894, pp. 180-1.

P. 16, eil dilinenna, lin. 8, e lec’h « peurvaniou » lenn « peurvanou ».

P. 23, not. 4, lin. 5, e lec’h « Religion » lenn « Religions ».

P. 43, not. 1, klokaat evel-hen : E-kenver an hen-geltieg vison, visontos eman an hen-uhel-alamaneg ivisunt « ejen moueek », hen-saozneg Breiz-Veur weosend, hen-skandinaveg visundr, hen-bruseg wissambris. Uros a gaver ivez er yezou nevez-c’hermanek aet d’ar furm ur, urr (Zaborowski, Peuples aryens, p. 396).

Hag hen bet stank a-walc’h en Europ a-bez hag e rann vrasa