Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —

952 kilogram pouez). Peur-zu ez oa liou e vleo nemet eur roudennad wenn a-hed e livenn-gein. E c’houltenn a oa dister hag e gerniel hir, eeunet war raok ha, goude, war grec’h, louet-gwenn o liou en o zreid ha du en o begou. An ejen-meur a oa e ano tur e poloneg, turu en hen-slaveg, tauris en hen-bruseg. Evid an ejen moueek, zuber eo ez oa anvet gant Poloniz (Brehm, les Mammifères, mouladur gallek gant Gerbe, II, pp. 645-54 ; Perrier, la Vie des Animaux illustrée, Mammifères gant Ménégaux, II, pp. 296-7, 325-30 ; gwelout ouspenn Notennou diwar-benn ar Gelted koz, XII, kenta hag eil kevrenn, pp. 18-9).

P. 105, pempet dilinenna, lin. 2, e lec’h « e c’hourgleze » lenn « e c’hougleze ». Hevelep reiza (gou e lec’h gour) 6vet dilinenna, lin. 1 ; p. 106, 3vet dilinenna, lin. 10 ; 5vet dilinenna, lin. 5 ; p. 114, eil dilinenna, lin. 19, 24 ; p. 115, eil dilinenna, lin. 17 ; p. 178, lin. 6. P. 111, 6vet dilinenna, lin. 5, e lec’h « gourzreinek » lenn « gourdreinek pe gouzreinek » ; hevelep reiza, p. 178, lin. 19. P. 132, lin. 2, e lec’h Brannodunon lenn Branodunon, — lin. 3, e lec’h Sonoduron lenn Sonnoduron. Evit sonno- « heol » kenveria hen-geltieg sonnokingos, hen-iwerzoneg forsunnud « illustratio » (= *vorsonnatus), kembraeg honnaid « brudet, anavezet » (= *sonnatios) ha gwelout Rev. celt. 1920-1921, p. 313. Arvarus eo an dalvoudegez a « vourc’h » a zo bet rôet d’an hen-geltieg duron, duros, aman, pajenn 136 hag en Notennou, II, p. 35. C. Jullian en deus lavaret en e Hist. de la Gaule, II, p. 255, not. 1, ez oa moarvat d’ar ger-ze ster al latin vicus. Nemet gwirhenveloc’h ha marteze gwelloc’h diskleriadur eus duros, duron a zo bet rôet abaoe gant F. G. Diack in Rev. celt. 1922, pp. 155-6. Hel lakaat a ra e kemm gand ar gouezeleg dur « treiz, tremenlec’h », heman diwar eur furm gosoc’h durus, duras a zo da ziforc’ha diouz dorus, « dor ». Dur a zo anezan c’hoaz en anoiou-lec’h ou a Vro-Skos evel Caladar (Callender), Bealadar (Ballater). Mar deo gwir an diskleria-man, eun ano-lec’h hen-geltiek a seurt gant Brivoduron, da skouer, a ve « treiz ar pont » ha neket « bourc’h ar pont » an dalvoudegez anezan.

P. 143, eil dilinenna, lin. 6, e lec’h comparées lenn comparée.