Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/111

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

eun daouzekvet saez, hag e kouezas ar wiz maro-mik dirak toull-dor al logell. Ar c’hoziad en em stlejas er-maez. Skuiz e tiskoueze beza, klanv ha koz-koz, ker koz hag an douar. Azezet war e dreuzou e sellas ouz al loen hag e lavaras :

« Bihan n’eo ket ar penn-moc’h ac’h eus lazet er beure-man, emezan. Klaoustre ez eo daouzek ilinad[1] hed, da vat, eus e fri d’e lost.

— N’eo ket keit ha ma leverez, eme Vindosêtlos.

— Panevet m’emoun kabac’h, klanv, nammet-holl a c’hlizi, poan d’in o teurel an eil droad war-lerc’h egile, em boa e vuzuliet va-unan. Gra kement-se evidoun, me az ped, eme ar c’hoziad. Daouzek ilinad hed eus e fri d’e lost, me hen toufe diarvar. Biskoaz n’oun bet faziet gant va daoulagad. »

Vindosêtlos a oa barr e galon a anken. Diank edo e spered. An trec’h edo o paouez kaout ne leunie ket e galon a zudi. Diaked e reas e c’houlenn d’ar c’hoziad, eontr e vamm. E droad a lakeas, a-hed livenn-gein al loen hag e stagas d’e venti. E-touez reunennou e choug ez oa unan hag a oa kontammus. Flemmet e voe ganti troad Vindosêtlos. Treuzet ar c’hroc’hen anezan, en em veskas ar c’hontamm en e wad[2]. Anaout a reas edo gloazet, hogen ne rannas ger. Peurventet al loen, e trouc’has dioutan e benn hag e tistrôas d’ar gêr. War wasaat ez eas buan ar gwall. Neuze, o veza na venne ket mervel dindan eun dôenn, en em reas astenn er-maez hag e kemennas mont da gerc’hat davetan e zaou vreur, Evos ha Toutos.

« Eun enebour eo, emezan, a zo bet digemeret en o c’hêr gant hon tad hag hor mamm, breman ez eus triwec’h goanvez. Spis her gwelan breman, p’eman re ziwezat ! Marvet eo eontr hor mamm e-kreiz ar c’hoad pell ac’hann ha skignet e eskern gand ar bleizi. An den en deus kemeret ar spez anezan, hag a zo deut en e lec’h, n’eo ket Orbiotalos, mab Omoviros, e tleer e envel, hogen Namans, mab

  1. Ilinad a 0m 44 pe dost.
  2. Kenveria maro Diarmaid, John Gregorson Campbell, the Fians, or Stories, Poems and Traditions of Fionn and his warrior band, p. 54-9 (Waifs and Strays of Celtic. Tradition, Argyllshire Series N°IV).