Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/110

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

war ar c’holo, e teuas d’e stumm ha d’e neuz reiz hag, en eur ziskuiza, e stignas eun taol-gwidre nevez.

A-benn eun nebeut deiziou e voe kemennet da Vindosêtlos edo eur wiz-c’houez, du ha bras-divent, o turiat parkou nevez-hadet tud Tastris. Gloazet ez oa bet e dad ha gantan meur a hini eus e vevelien o kas he dizarbenn. Vindosêtlos a gemeras e wareg hag e saeziou, hag hen war-raok rak-tal. Tec’hout razan a ra ar wiz. A-dreuz d’ar c’hoad e kas anezan dre gant ha kant a gildroennou ken n’en em gav nes da geo Ategena. Eno e taolas al loen eur c’harmadenn hag, o tistrei ouz ar c’hadour, e lammas gantan kounnaret. P’edo warnan, e reas Vindosêtlos lamm-brezel an eog hag e savas er vann a-ziouti[1]. Oc’h adkoueza d’an douar, e paras e sellou war doull-dor ar c’heo ha war e bried o paouez beza galvet er-maez gant garmadenn ar wiz. Unan eus ar berziou-hud[2] graet da Vindosêtlos ez oa en em ziwallje a welout e bried e-pad ar c’houec’h mizvez goanv ma tlee padout o disrann. Doaniet-holl e tistrôas diouti hag e kendalc’has da argas ar wiz.

Unnek saez a stlapas ganti an eil war-lerc’h eben, ouz he zizout bep taol. Ar wiz a skuilhe gwad a-builh. Gorrekaat a rae da redek, hag e c’houneze ar c’hadour warni. Nerz a-walc’h he devoe d’e gas beteg ar frankizenn ma save ti Orbiotalos, mab Omoviros. Eno e tistagas Vindosêtlos d’ezi

  1. Kenveria Epopée celtique, p. 139. Diwar-benn troiou nerz, oueskded ha kadarnded Kelted Iwerzon, sellout Rev. celt. 1908, pp. 111-3, 129. Kenveria c’hoariou-nerz ar varc’hegerien kelt-ha-roman taolennet gand Arrianos, the Celtic Review, IV, p. 384. Diorroadur ar c’horf gand ar Gelted koz, Notennou, V (eil mouladur), p. 25-6. Temz-korf gourenel ar Gelted e marevez an arem hag e marevez Hallstatt, Loth, Rev. celt. 1920-1, pp. 272, 276 ; Hamy, Anthr. 1906, p. 1-18 ; 1907, p. 127-35. Sellout ivez ouz Piroutet, Contribution à l’étude des Celtes in Anthropologie 1918-9, 1920.
  2. War ar berz-hud anvet geis en iwerzoneg (lïester gesa), sellout Dottin, Manuel, p. 370. Geis a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek *gessis, kosoc’h *gedtis « pedenn ». Kenveria Geddos (gant dd barennet=ss), ano-den war eun enskrivadur eus ar marevez kelt-ha-roman kavet e traonienn ar Roen (Rênos). Diwar ar wrizienn-c’her ged « pedi », e teu an hen-iwerzoneg guide « pedenn » (a zalc’h lec’h eun hen-geltieg *godia), guidim « e pedan », ro-gad « pedet em eus », gessiin (breman geasaim) « e pedan, e tiouganan » D’Arbois, Phonétigue et Dérivation bretonnes, p. 35*.