Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

c’hoziad ha kinnig d’ezan he c’harantez. Vindosêtlos a selaouas he respont, heb evesaat avat ouz ar c’hinnig a oa bet da heul. Eilgeria a reas :

« Dianav d’in da ano ! Nag eus ar vro, nag eus ar ouenn ne dout-te ! Betek henoz da guz-heol e rôan d’it evit pellaat ac’hann ha distrei d’al lec’h ma teuez. »

Ouspenn e lavaras :

« An eil tro eo d’in digouezout ganez. Douj am c’havout eun drede tro. Rak an Ankou eo a gavfes ennoun ! »

Antronoz adarre e welas ar plac’h-vleuniou o tont d’e arbenn a-hed ar wenodenn. Ouz he mestr eo e sente. Fiziout a rae ouspenn en he yaouankiz hag en he c’hened evid e zidaeri. P’he gwelas, hep chom a-zav na gorrekaat da gerzout, e kemeras e wareg a-ziwar e choug, e stignas anezi hag e kasas unan eus e saeziou arc’hant a-dreuz da galon ar plac’h. Pa zigouezas el lec’h m’edo kouezet, e saez sanket e-kreiz eur berniad bleuniou gwenvet ne welas ken. An taol-marz-se a rôas tro d’ezan da brederenni. Anaout a reas ez oa eun drouk-c’halloud bennak o c’hoari en e amezegiez.

C’houitet gand ar plac’h-vleuniou war he c’hefridi e reas ar c’hoziad e venoz da c’hoari drezan e-unan. Mont e paotr yaouank a reas, hag hen da hemolc’hi er c’hoad m’edo Ategena. Gwelout a ra ar vaouez yaouank hag e tosta d’ezi, o kas toulla kaoz ganti. Hi, avat, ne selaou na ne sell hag a zalc’h gant he baleadenn. Heb beza harzet an distera dre an digasted anezi, e talc’h war he seuliou ha, pa zistro da geo he mamm, eman bepred ouz he heul ; hag hen e-barz ganti ! Neuze e skôas Ategena al leurenn gant he zroad ha setu o strinka er-maez eun euzik a driloen : tri bleiz louet eo ez oa a lammas outan d’e zispenn. Hag hen kenta mall d’ezan trei kein ha tec’hout kuit, mar gouie. E-keit ha ma padas e redadenn eus ar c’heo d’e logell, e klevas war e seuliou anal tri mab an douar[1] o redek war e lerc’h. Faez-divi edo ha dianal pa dremenas e dreuzou. Sparla an nor a reas ha koueza a-c’houen e gorf war al leur-di. Eno, astennet

  1. Kenveria an iwerzoneg mac thire « mab an douar», da lavarout eo « bleiz », W. Stokes, Togail Bruidne Da Derga, p. 146.