Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/112

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

Namantos, hag a-ouennn eo gand an êrevent o warezi an Allotoutae (brôadou estren)[1]. »

Pemp bugel en doa bet Vindosêtlos eus Ategena : diou verc’h, Samilla ha Giamilla, ha tri mab, Samogenos, Visumâros ha Beliokandos, pe, hervez hiniennou all, eur verc’h hepken Samilla, ha pevar mab, Samogenos, Visumâros, Baditis ha Beliokandos[2]. Unani a rae ar pemp bugel-ze kened o zad hag o mamm gand an holl zoareou-mat anezo. Vindosêtlos o lakeas dindan gwarez e zaou vreur.

« N’em eus keuz da netra, emezan en eur vervel. Sevenet eo ganen ar gefridi a oa bet fiziet ennoun gant Penn hor Gouenn. Emoun o vont kuit kent d’ar gozni beza diskaret va c’horf, torret va nerz, tenvalaet va meiz. En eur zieubi tud va bro diouz an enebour o gwaske eo e kouezan. Eman pep tra evid ar gwella ! »

Eun nebeut goude e tigouezas Ategena. N’hallje tra er bed herzel outi da zont daved he fried en darvoudenn-ze. Ganti e tigase eur bleiz daou-vloaz he doa kemeret ez vihanik er c’hoad, hag he doa savet hag embreget hec’h-unan. A-ere eur rao arem e talc’he anezan. Ar rao a lakas etre daouarn an daou vreur.

« Kit en ho raok hep koll amzer an distera, emezi. Ar bleiz-man a dalvezo d’eoc’h war ar gwella ki. Gantan ne gollot biken roudenn an den m’emoc’h war e lerc’h. »

Peb a vantell-ziwelusa a rôas d’ezo hag e tistrôas davet he fried. E gemerout a reas etre he divrec’h, hag e zerc’hel pell a-vriad. Ne reas na gouel na klemm : re vras ha re zoun edo he rann-galon. Miret ez oa bet gant tud Tastris ar vag m’oa deut Vindosêtlos enni nao bloaz a oa. E lakaat a rejont er vag-se. Ategena a ziskennas enni gantan. Unan eus he blevennou aour a ziframmas[3] hag a daolas er mor. Euri a reas eun hanafad kontamm-ivin hag en em astenn en e gichen. He brec’h a silas dindan penn Vindosêtlos, he

  1. Dottin, Langue gauloise, p. 292, not. 1.
  2. Samilla ha Giamilla a zo anoiou-merc’hed diveret a samo- « hanv » ha giamo- « goanv », Rev. celt. III, p. 310. Samogenos « mab an hanv » pe « ganet en hanv ? », Visumâros « melchon », Baditis « loa-zour », Beliokandos « mildelien » (achillea millefolium, L.) Sellout Dottin, Langue gauloise, d’ar geriou-ze.
  3. Kenveria L. Léger, Mythol. slave, p. 170.